Makisu
Makisu (japaneg : 巻き簾) a reer eus ur pallennig savet diwar bambouz ha kotoñs hag a vez implijet da fardañ boued e Japan. Alies e vez implijet da fardañ sushi anvet makizushi (巻き寿司), met ivez da stummañ alumennoù-vioù pe da skarzhañ an dour a c'haller kaout e meuzioù zo. 25cm x 25cm eo ar ment boutin, mentoù all a gaver ivez avat. Evit a sell ouzh ar bambouz e c'hall ar c'horzennoù bezañ tev (implij liesseurt) pe fin (da fardañ makizushi). Goude implijout ur makisu e ranker e lakaat en diavaez da virout ouzh ar bakteriennoù da greskiñ. Keginerien zo a c'holo o makisu gant plastik. Evel-se e ranker ober pa farder uramaki (裏巻) , ur seurt makizushi (巻き寿司) m'emañ ar riz en diavaez anezhañ. Marc'had-mat eo ar makisu ha c'hoarvezout a ra e vefent skarzhet goude bezañ bet implijet.