Majo
Manolo ha Majo (Manola, Maja eo ar stummoù gwregel) zo adstummoù d'an anv-badez spagnolek Manuel, testeniekaet adal an XVIIIvet kantved en un etrec'hoari brudet, deuet a-zindan pluenn Ramón de la Cruz e 1769. Implijet e vezent evel gerioù par d'ar gerioù gwaz kreñv pe brav, perzhioù kontet da vezañ re bobl Madrid, da ober anv eus tud renkadoù izel Madrid, o devoa dilhad ha boazioù dezho o-unan, hag a veze dichek. Kavet e vez ivez er ger majismo, a veze implijet da ober meneg eus doug an noblañs d'ar boazioù poblek, dañsoù, redadegoù tirvi, dilhad, enebet ouzh ar c'hiz c'hall, flemmet gant ar ger petimetre (mestr bihan), a veze graet ouzh yaouankizoù lezirek leun a ardoù, hag enebet ivez ouzh talvoudoù ar Sklêrijennoù. Ar Majos a glaske kann ouzh ar re uhel gallekaet, hervezo, hag un doare da enebién outo e oa o dilhad "spagnol". Meur a wech eo bet livet Manolo ha Manola, majo ha maja, ha poltredoù Goya eo ar vre vrudetañ.
Livadurioù Goya
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
La maja desnuda, 1790-1800.
-
La maja vestida, 1802-1805.