Maite Hontelé

Eus Wikipedia

Maite Hontelé (Utrecht, 1980) zo un drompilherez izelvroat hag a son salsa ha bolero. Soner e oa he zad-kozh, André Hontelé (1922-2005), troet gant ar salsa, ha pladennoù e-leizh er gêr. D'he nav bloas e teskas trompilhañ gant laz-seniñ Haaften, e Gelderland. Goude e studias e Rotterdam.

Sonet he deus gant al laz Buena Vista Social Club, Rubén Blades hag Oscar D'León. E 2012 e reas un droiad dre Europa (ha dre an Izelvroioù, he bro c'henidik) gant Óscar D'León.

Savet he deus ul laz dezhi e Kolombia m'emañ o chom bremañ.

Albomoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2009 - Llegó La Mona
  • 2010 - Mujer Sonora
  • 2013 - Déjame Así
  • 2015 - Para Ver Un Querer

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pennadoù diwar he fenn

-e-barzh El País : [1] -e-barzh El Nacional : [2]

da selaou Maité Hontelé