Mont d’an endalc’had

Maid Marian

Eus Wikipedia
Maid Marian
den faltazius, tudenn ur film
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMaid Marian Kemmañ
Anv-bihanMarian Kemmañ
PriedRobin Hood Kemmañ
Kompagnun(ez)Robin Hood Kemmañ
MicherMaesaer Kemmañ
Labour da-heulLady Marian Kemmañ
Present in workRobin Hood Kemmañ
A denn da ved ar faltaziRobin Hood Kemmañ

Maid Marian pe Maid Marion eo dousig Robin Hood er mojennoù saoz. Mesaerez pe berjelenn eo, stag hec'h anv ouzh deiz ar 1 a Vae.

Ne oa ket bet kaoz eus he c'harantez ouzh Robin a-raok ar XVIvet kantved. A-wechoù e vez kontet da vezañ a wad uhel. N'eo ket meneget er gwerzioù kozh diwar-benn Robin Hood.

War a seblant e oa un dudenn eus gouelioù ha c'hoarioù Mae (a-hed Mae hag e deroù Mezheven, da vare ar Pantekost). Hervez Jim Lees en e levr The Quest for Robin Hood (p. 81) e vefe bet Maid Marian ur personeladur eus ar Werc'hez Vari.

Div dudenn anvet "Robin" ha "Marian" zo liammet ouzh ar 1 a viz Mae er XVvet kantved.