Mont d’an endalc’had

Mahmoud Ahmadinejad

Eus Wikipedia
Mahmoud Ahmadinejad
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIran Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denمحمود احمدی‌نژاد Kemmañ
Anv-bihanMahmoud Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Her 1956 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAradan Kemmañ
TadAhmad Ahmadinejad Kemmañ
MammFatemeh Beygom Ghaderi Kemmañ
PriedAzam Farahi Kemmañ
Yezh vammperseg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetperseg Kemmañ
Yezh implijet dre skridperseg Kemmañ
Micherkelenner skol-veur, ijinour Kemmañ
ImplijerIran University of Science and Technology Kemmañ
Bet war ar studi eIran University of Science and Technology Kemmañ
Diplom skol-veurMaster of Science in Engineering Kemmañ
Lec'h annezTehran Kemmañ
Strollad politikelAlliance of Builders of Islamic Iran, Society of Devotees of the Islamic Revolution Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2005 Iranian presidential election, 2009 Iranian presidential election Kemmañ
Relijion pe kredennIslam chiit Kemmañ
Ezel eusAlliance of Builders of Islamic Iran Kemmañ


Mahmoud Ahmadinejad (perseg : محمود احمدی نژاد), ganet d'an 28 a viz Here 1956 en Aradan, a zo un den-Stad iranat, c'hwec'hvet prezidant republik islamek Iran eus 2005 betek 2013.

Broadelour ha harper ar virourien, ezel eo bet eus Kuzul gouiziegezh interest uhel ar renad hag un difenner kreñv eus ar programm nukleel iranat. Bet eo ivez penn politikel Emglev saverien Iran islamek, ur c'hengevread strolladoù politikel mirour ar vro, ha bet eo bet maer Tehran eus 2003 da 2005, o nullañ niver an adreizhoù en e ziagentad.

Reizhwiriegezh e addilennadeg d'un eil respetad prezidant e miz Even 2009 a zo tabutet kreñv gant an enebiezh a gas da grouidigezh an Iranian Green Movement. Merket eo e brezidantelezh gant kendalc'h ar programm nukleel broadel. Goude e brezidantelezh e klaskas meur a wech mont war ar renk evit meur a zilennadeg prezidant met skarzhet eo bet gant an heñcher meur Ali C'hamenei goude ur bec'h digor gantañ. E vennozhioù da vroadelekaat an Islamouriezh chiit, e enebiezh ouzh an disrannadur reizhel er stadoù koulz hag e endro a zo bet badezet « Red diroll » gant ar virourien iranat kaletañ. En etrebroadel, e tagadennoù a-enep Israel, e nac'herezh hag e liamm gant tud eus tu dehoù pellañ ar c'hornôg o deus degaset meur a wech reuz etrebroadel.