Maen-hir Kerloaz
MONUMANT ISTOREL |
---|
Maen-hir pe peulvan Kerloaz |
Maen-hir Kerloaz zo ur peulvan bras e Plouarzhel, e Bro-Leon. Ar peulvan uhelañ eo e-touez ar re a zo en o sav c'hoazh en Europa[1], gant 9,50 metr uhelder.
Savet e voe war-dro 5000 bloaz zo. Graet eo gant greunit eus an Aber Ildud. War-dro 150 tonenn eo e bouez. Abaoe 1883 eo gwarezet gant melestradurezh ar Monumantoù istorel[2].
En XVIIIvet kantved e voe dibennet gant ar gurun. A-raok e save betek 12 metr uhelder. Hiziv c'hoazh e c'hall bezañ gwelet a-bell, war-dro 30 km tro-war-dro, dre m'emañ war un dorgenn 132 m uhelder. Gwechall e talveze da verk d'ar vartoloded er c'horn-bro.
Bosoù ront zo o valirañ a bep tu d'ar peulvan, ur metr bennak diouzh an douar. Kontañ a reer e teue an dud nevez d'en em frotañ outo gwechall, ar baotred evit kaout mibien, hag ar merc'hed evit bezañ mestrez an ti.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Displegadennoù
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Sigfried J. de Laet La préhistoire de l'Europe Éditions Meddens, 1967 - 212 pajenn, p. 86
- ↑ Diaz Mérimée