Macha hag an Arzh (skinwel)

Eus Wikipedia

Delwennoù adal un dresadenn-vev
Маша и Медведь (Maša i Medved)
e kêr Volgograd

Macha hag an Arzh (en ruseg: Маша и Медведь / Masha i Medved) zo un heuliad 52 film skinwel rus, evit bugale, savet diwar ar gontadenn-bobl Macha hag an Arzh gant ar studio Animaccord en 2009. Un toullad tudennoù nevez zo bet krouet, ha klasket reiñ lañs d'ur marc'had a broduioù deveret, mergodennoù dreist-holl.