Macarte Sisters
Ar c'hoarezed Macarte a oa teir c'hoar, e dibenn an XIXvet kantved, barrek war an trapez hag a rae troioù-ouesk a live uhel.
En ur familh oueskerien e oant ganet, a gav e orin e deroù an 19vet kantved, hag hervezo en 18vet kantved. Dibabet o doa o hendadoù ober gant al lesanv Macarte. Dija e veze graet gant an anv-se gant o zintined er bloavezhioù 1870. Regina, o mamm (1860-1892), Hungaradez ganet e Budapest, a oa dañsourez gant strollad ar Varrez hungarat. An tad, Henry Macarthy (1853–1924), a oa ouesker a-vicher er sirk hag e oa kroget da bleustriñ ha da c'hourdoniñ adalek e 6 vloaz.
An teir flac'h a oa bet ganet e kannati saoz e Vienna e 1877. O zud kozh dija a rene ar sirk Macarte's Monster Circus er bloavezhioù 1850. Thomas Macarte deus ar familh, a oa lesanvet Massarti the Lion Tamer, a bleustre abadennoù gant ul leon, hogen gwallchañsus e voe hemañ, hag ec'h echuas debret gant e leon.
Korfadurezh ar c'hoarezed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bemdez e raent embregerezh-korf evit diorren anezhañ. Kigennoù dir a oa gant an teir c'hoar hogen ne oant ket gwall vras hag e vuzulient dindan 5 troatad ha pemp meutad (pezh a glot tamm pe damm gant 156 cm). Gant o zroioù eveek war an neudenn evel kerzherien-ouesk o deus graet marzhusañ taolioù, hag o deus lakaet an arvesterien da estlammiñ. Alies ez eus bet divizet war o divoud, ar perzhioù boutin gant neuz o zremmoù, lakaet a-geñver gant an elfennoù o disheñvelae penn-da-benn. Eil elfenn heverk eo o ment pegen bihan ma oant, pa dostae an arvesterien outo evit arsellout pizh outo e vezent sabatuet. Cecilia e oa ar pounnerañ dionte, hag e poueze 135 lur (= 60 kg), daoulagad gris sklaer ganti hag ur pennad blev kistin fonnus, a-fuilh.
Julia eo an hini henañ deus an teir flac'h, 21 bloaz ; pouez 116 lur (= 52 kg). Ganti hevelep liv daoulagad ha blev ha Cecilia. Adelaide a oa 20 vloaz, gant hevelep pouez hag a-vent gant Julia, blev ha daoulagad heñvel ivez. Brañsigellat a raent ar penn en traoñ deus ar varrenn a-blom, ganto un neudenn blot er genoù hag Adelaide silwink war ar fun. Er stumm-se, o-zeir o seniñ mandolin ha gitar hag ouzhpenn-se, pa veze noz, e c'helled gwelet Adelaide oc'h ober dañs an tan war ar fun. Mentet kreñv eo o c'horfadurehz ha kigennet start o divvrec'h hag o divc'har, n'int ket digenfeurel avat gant o c'horf, pezh a ro un neuz kran dezho.
A-benn ar fin o doa izili gourdonet, a c'hellfe reiñ avi da forzh peseurt plac'h all. Kreñvoc'h ha kigennetoc'h int eget an darn vrasañ eus ar baotred. Bamus eo diorroadur kigennoù javedoù ha gouzoug Julia ha Cecilia. En ur stekiñ ouzh kigennoù o javedoù e kaved kement a nerzh enne eget e re biseps ur gov.
Al lodenn izellañ eus o dremmoù a oa ledan-mat, kigennet-start. Ur gouzoug ha javedoù kreñv a oa gant Adelaide, hogen gwanoc'h e hañvale e-skoaz an div all.
Uvel ha naturel e seblantent en o doare. Merc'hed bihan lirzhin hag a c'hoarzhe kalzik e oant. E penn an aferioù edo Adelaide skoazellet gant an tad hag a rae war-dro ar merañ.
Pa gejed gant Addie e lavare didroidell ne oa hini anezho dimezet ha ne oa tamm c'hoant ebet ganto d'en ober. N'omp ket gwell evel-hen ? emezi. Hon labour a garomp ; tadig a ra war hon zro hag e c'hellomp kaout forzh petra a c'hellfemp c'hoantaat. Ne vimp ket hegaset gant gwazed, n'eo ket 'ta merc'hed ? Hag an div c'hoar da c'hoarzhin ha da venel evel-hen da viken. An dimezell Addie a gonto deoc'h e tiskennont deus ur wezenn kerentiezh leun a arzourien termajied enni. Gall ha saoz int gant ouzhpenn 200 vloaz rummadoù akrobated hengounel. O mamm-gozh, an Itron Macarte, a oa un arzourez c'hall sirk brudet dre ar bed a-bezh. Kampion oueskerezh e oa o zad Harry Macarte e bro Saoz 25 bloaz a-raok. Fred Macarte, o eont,r a zesave chas ha marmouzed, hag o doa kendirvi ha kerent all oberiant e domanioù all eus ar oueskerez. Ul lodenn hepken deus hon oberoù eo an abadennoù dirak arvesterien, eme Adelaide, kalz muioc'h a amzer a dremenomp evit embregañ hon korf hag emaomp dalc'hmat o furchal hag o pleustriñ war troioù arvest nevez. Un denig bihan eo tad ar merc'hed, war a hañval eo 50 vloaz.
Troiadoù dre ar bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Aostralia e oa bet ar c'hoarezed oc'h ober un droiad a-raok distreiñ da Vreizh-Veur ma tibunent er musik-halls ha ma kasent abadennoù da benn, ha se betek 1905. Deus ar bloavezh 1906 da 1907 e voent war un droiad er Stadoù Unanet a reas berzh. Senenn diwezhañ o abadenn a oa graet gant div c'hoar o terc'hel ur fun etre o c'henoù p'edo an trede hini o vale warnañ. Kontet ez eus bet e oa bet mezeien o klask arsellout ouzh kigennoù o javedoù ha re o c'houzoug evit klask kompren deus pelec'h e teue burzhud o nerzh divent, ha m'o doa un taol itrik kuzhet evit touellañ an dud. Mervel a reas Adelaide e New York e 1908, erlec'hiet e voe avat e 1910 gant ur pieskerez all : Rosie Foote (1892–after 1945). Koulzkoude e talc'has an abadennoù da vout, anvet the Sisters Macarte. E 1911 e oant oberiant en Iowa State Fair. Gant ar musik-hall nevez, krouet e voe an aozadur The Ferrets evit diorren sokializadur ha darempredoù micherel ingal e-touez ar merc'hed er musik-hall hag o mignonezed.
Pennaennoù ar strollad a oa skrivet dindan an anv the Grand Order of Water Rats ; neoazh difennet e oa da baotred an industriezh-se bout ezel avat.
An daouzek ezel a oa kompozet gant Ida Rose e-giz Queen Ferret, Julia Macarte evel Prinsez Ferret, Mrs. Arthur Weir evel Bank Ferret, Mabel Mavis e-giz Musical Ferret ha Mrs. N Alva e-giz Scribe Ferret.