Mac'hagnerezh reizhel benel

Ar mac'hagnerezh reizhel benel a vez graet eus an holl obererezhioù graet evit tennañ ul lodenn eus kourzh ar merc'hed. Ar boazioù-se a gaver en Afrika, Azia ha Reter-nesañ. Heuliañ a ra ivez ar fiñvoù denel, ha kavet e vez hiziv-an-deiz e lec'hioù ha na oant ket boaz gant an doareoù-se (Europa, Stadoù-Unanet Amerika da skouer)[1]. An UNICEF a lak war-wel e vije bet evit ar bloavezh 2016 war-dro 200 milion a vaouezed gouzañverezed e 30 bro (27 en Afrika, Indonezia, Kurdistan Irak ha Yemen). Ar merc'hed oadet a 14 vloaz pe nebeutoc'h a zo 44 milion eus an hollad mac'hagnet[2].

Disheñvel eo an oberiadurioù mac'hagnerezh reizhel benel hervez ar strolladoù pe kornioù-bro. Gellout a ra bezañ kleizennañ pe troc'hañ an ellig en he fezh. Bezañ ez eus ivez eus an ezskej (troc'hañ ar muzelloù) betek gwelet ar muzelloù gwriet. Ar mac'hagnerezh reizhel benel na zegas ket mat e-mod ebet evit ar yec'hed. Degas a reont kudennoù lies d'ar gouzañverezed evel kolloù gwad e-pad ha goude ar mac'hagnañ, bilimadurioù troazhañ, kudennoù reizhañ, poanioù dibad, diskenn ar c'hoant reizh ha kudennoù e-pad ar gwilioudiñ. Dre an doareoù da gas an obererezhioù da benn mac'hagnañ-se e varv ul lodenn eus ar vaouezed e-pad pe nebeut amzer goude.
En desped d'ar poanioù ha marvioù, degaset gant ar mac'hagnerezh reizhel benel ez eus tud er broioù diorreet o tifenn an doareoù-se d'ober dre ma vefe un doare da zoujañ da hengounioù tud a orin all, memes er broioù e-lec'h ma ne oa ket graet seurt mac'hagnañ(Daveoù a vank). E 2016 ne oa nemet 30 bro hag o doa sifroù ofisiel war ar mac'hagnerezh reizhel benel.
Tabutoù a-enep an difenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An denoniour stadunanat Eric Silverman en doa skrivet e 2004 e oa deuet ar mac'hagnerezh reizhel benel da vezañ « un dalc'h reizhek deuet war-wel e-kreiz an antropologiezh a-vremañ ». Lod denoniourien o deus bet tamallet d'ar stourmerien enebet d'ar mac'hagnerezh reizhel benel da vezañ "trevadennerien sevenadurel". Enebet e oa bet dezho da vezañ tud gant ur skiant a-vat ispriziet o nac'hañ diaz gwirioù hollvedel Mab-Den. Evit ar re a-sav a-du gant ar mac'hagnerezh ez eo chomet ar re enebet hep kemer e kont an endroadur sevenadurel lec'hel, o klask tamalañ drouk ar gerent a vefe stanket gant an hengounioù.