Mac'hagnadur politikel en Impalaeriezh Bizantion

Eus Wikipedia
Mac'hagnadur an impalaerien Justinian II ha Philippikos Bardanes – Dornskrid, war-dro 1414

Boaz e oa Impalaeriezh Bizantion da vac'hagnañ an dorfedourien, met implijet e veze ivez evit pinijennañ war an dachenn bolitikel. Un diazez prederiet a oa a-dreñv ar binijenn bolitikel, da skouer : dallañ un enebour politikel hag a nac'h fiñval evel a-raok met ouzhpenn-se a nac'h bezañ e penn ul lu e-pad un emgann, ar pezh a oa diazez evit kemer ar galloud en impalaeriezh (en Impalaeriezh Bizantion, bezañ sparlet evit un den a dalveze evitañ e oa hanter varv) ; spazhañ un den hag a nac'he kaout bugale hag o defe gellet bezañ un dañjer evit an impalaer hag e vugale.

Mac'hagnadurioù all a veze implijet, evel troc'hañ ar fri pe an daouarn pe an treid pe an teod. Ouzhpenn ar mac'hagnadurioù e c'helle ar c'houzañvidi bezañ harluet.

Ur binijenn prederiet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mac'hagnañ an enebourien bolitikel, ha dreist-holl kevezerien an impalaer, a veze gwelet evel un doare lezennel hag efedus da beurzistrujañ o lañs. Ur wech sparlet un den, ne rae forzh an nerzh a oa bet dastumet gantañ, ne oa mui un dañjer gwirion evit ar galloud. Un toullad tizhoged a oa bet lakaet e postoù uhel, dreist-holl el lez impalaeriel hag er velestradurezh. Hervez sevenadur an impalaeriezh, an impalaer a oa unan dre c'hras Doue ha dre-se e ranke bezañ disi. Doue hag a zo peurvat n'en deus mac'hagnadur ebet, dreist-holl war e zremm. Un den hag a c'hoantaje bezañ impalaer ne oa ket sañset bezañ mac'hagnet. Unan memestra a oa deuet a-benn : an Impalaer Justinian II (ὁ Ῥινότμητος, "an difri"), a oa bet troc'het e fri dezhañ (gresianeg : rhinokopia) pa oa bet skarzhet eus e dron e 695 met deuet e oa a-benn da zistreiñ warnañ e 705.

Dalladur Leo Phokas an Henañ — XIIIvet kantved