M109 howitzer
Iskevrennad eus | self-propelled howitzer |
---|---|
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Manufacturer | BAE Systems |
Armament | M2 Browning, howitzer |
An M109 a zo ur c'hanol emfiñv emgefluskek stadunanat 155 mm doare howitzer, hag a oa bet implijet evit ar wech kentañ e fin ar bloavezhioù 1960. Abaoe ez eo bet gwellaet ha kemmet meur a wech. E stumm diwezhañ eo an M109A7. Rummad an M109 eo an hini implijetañ er c'hornôg evit an tennañ-skoazellañ ameeun e-touez ar brigadennoù hobregonet pe en troadegiezh mekanikaet.
Mont en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An M109 en deus 6 bourzhiad : penn ar bagad, ar blenier, an tenner, an tenner-skoazell ha daou garger obuzennoù. An tenner a fiñv ar c'hanol a-gleiz pe a-zehoù, an tenner-skoazell a fiñv ar c'hanol war-zu an a-us pe an traoñ. An M109A6 Paladin, e eil stumm diwezhañ, a implij 4 bourzhiad nemetken: ar c'homandant, ar blenier, an tenner hag ur c'harger obuzennoù.
Ar British Army a zo krog gant kemmañ e M109 evit reoù AS-90. Meur a nerzh lu eus Europa a zo o tilezel o M109 koshañ evit PzH 2000 alaman. Klasket e vez gwellaat ha nevesaat an M109 a gaver er Stadoù-Unanet pe e Suis. Gant al lamm roet d'ar meiziad XM2001 Crusader amerikan e chom an M109A6 Paladin karbed diazez ar ganolierezh emgefluskek howitzer evit ar Stadoù-Unanet.