Mont d’an endalc’had

M*A*S*H

Eus Wikipedia
M*A*S*H
media franchise
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
TudennoùBenjamin Franklin 'Hawkeye' Pierce, 'Trapper John' McIntyre Kemmañ

M*A*S*H zo ur film stadunanat komedien du ha brezel embannet e 1970 sevenet gant Robert Altman ha skrivet ar senario gant Ring Lardner Jr., diazezet war ur romant gant Richard Hooker embannet e 1968 MASH: A Novel About Three Army Doctors. Ar film nemetañ eo er frañchiz M*A*S*H.

Er film e vez taolennet istor soudarded un unvez medisinel en ur Mobile Army Surgical Hospital (MASH) e-kerzh Brezel Korea. An aktourien eo Donald Sutherland, Tom Skerritt, eo Elliott Gould, gant Sally Kellerman, Robert Duvall, René Auberjonois, Gary Burghoff, Roger Bowen, Michael Murphy, hag evit e c'hentañ film, a-vicher e oa ivez ar c'hoarier mell-droad Fred Williamson. Memes ma 'z eo o tremen an istor e-kerzh Brezel Korea, en gwirionez e vez komzet eus Brezel Vietnam – an darvoud hag a oa o tremen pa oa bet savet ar film. Krouer an doonesbury Garry Trudeau, en doa gwelet ar film el lise, en doa embannet e oa M*A*S*H "ampart en amzer-se, o taolenniñ ouzh ar skramm en un doare ampart, kakofoniezh ar sevenadur stadunanat".