Møre og Romsdal

Eus Wikipedia
Pelec'h emañ kontelezh Møre og Romsdal

Møre og Romsdal (distaget [ˈmøːrə ɔ ˈrumsdɑːl] e norvegeg) zo ur gontelezh e kornaoueg Norvegia, etre Sør-Trøndelag, Oppland ha Sogn og Fjordane. E 2016 e oa 265 290 a dud o chom enni. En em astenn a ra war 15 099 km². Molde eo ar gêr-benn met Ålesund eo ar gêr vrasañ.

Rannet eo Møre og Romsdal etre tri distrig : Nordmøre, Romsdal ha Sunnmøre.