Lucy in the Sky with Diamonds

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Lucy in the Sky with Diamonds zo titl ur ganaouenn gant ar strollad sonerien saoz The Beatles. 3:28 he fadelezh e teu da deirvet e-barzh an albom Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band, war-lerc'h With a Little Help from My Friends hag a-raok Getting Better.

Enrollet e oa bet d'an 1 a viz Meurzh 1967 e studioioù EMI e Londrez. Deuet e oa an albom e-maez d'ar 1añ a viz Mezheven 1967 er Rouantelezh-Unanet ha d'an daou er Stadoù-Unanet.

Istor ar ganaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanet gant John Lennon, savet e oa bet gerioù ar ganaouenn-mañ gantañ ivez ha gallout a reer lavaret o devoa graet d'an teodoù mont en-dro ha da bluennoù ur bern kazetennerien pennfolliñ. Oc'h ober gant pennlizherennoù gerioù 'zo eus he zitl – Lucy in the Sky with Diamonds – e soñje da lod e veze roet da gompren e oa kaoz eus an L.S.D. (Lysergic acid diethylamide e saozneg). Daoust ha ma oa Lennon sot ken e oa gant an dramm d'an ampoent en devoa roet ar memes displegadenn atav : awenet e oa bet diwar un dresadenn bet savet er skol gant e vab Julian e penn kentañ 1967. Hemañ en devoa displeget d'e dad e oa ur vignonez dezhañ, Lucy O'Donnell hec'h anv, war an dresadenn, en oabl, gant diamantoù.

Gwir eo e oa peadra d'en em c'houlenn eus pelec'h e teue gerioù ken huñvreel ar ganaouenn petra bennak ma plije kalz an dreistgwirvoudelezh hag oberennoù gant Lewis Carroll da Lennon kement ha c'hoari gant ar gerioù.

Deuet e oa da vezañ brudet-mat pa oa bet anvet Lucy an aostralopiteg bet kavet e miz Here 1974 dre ma veze selaouet ar ganaouenn-mañ ingal gant ar skiantourien a rae war-dro relegoù hor mamm-gozh kozh-douar.

Aet e oa Lucy O'Donnell da Anaon e Londrez d'an 22 a viz Gwengolo 2009, hag hi bet ganet e 1963 e Weybridge.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]