Luciano Lilloni
Neuz
Luciano Lilloni a zo bet ganet d'an 25 a viz Gwenholon 1929 e Milano (Italia) ha marvet d'an 28 a viz Ebrel 2000 e Luino (Italia).
Mestrc'hoarier echedoù italian.
E 1952 e voe roet dezhañ an titl a Vestr gant Kevre Italian an Echedoù (FSI) goude e 9vet plas e Kampionad Italia.
E 1959 ha 1960 e teuas ar maout gantañ e Kampionad Italian an Echedoù dre Lizher aozet gant an ASIGC (Associazione Scacchistica Italiana Giocatori per Corrispondenza - Kevredigezh Italian ar C'hoarierion Echedoù dre Lizher). Tapout a reas e live kentañ a Vestr Etrebroadel (dre lizher) gant an ICCF (International Correspondence Chess Federation - Kevre Etrebroadel an Echedoù dre Lizher).