Lucia Migliaccio
Neuz
Lucia Migliaccio (Siracusa, 1770 – Napoli, 1826), dugez Floridia, a oa eil pried morganatek Ferdinando Iañ, roue an Div Sikilia.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Vincenzo Migliaccio ha Doretta Borgia, ur vaouez eus tiegezh brudet Spagn.
Dimeziñ a reas da Benedetto III Grifeo, priñs Partanna, eus an Tiegezh Grifeo, perc'henn d'an douar m'emañ ar Parco Grifeo.
Goude marv he fried, ha kaout kalz a vugale, ec'h addimezas Lucia d'ar 27 a viz Du 1814 e Palermo da Ferdinando Iañ an Div Sikilia. Abaoe kalz a vloavezhioù e taremprede ar roue, 44 bloaz e oa Lucia neuze, ha 63 he fried nevez.