Louise von Mecklenburg-Güstrow

Eus Wikipedia
Ar rouanez Louise

Louise zu Mecklenburg (1667 – 1721) a oa ur briñsez alaman dimezet da Frederik IV, roue Danmark. Rouanez Danmark ha Norge, e oa.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Güstrow e tiegezh an dug Gustav Adolph, Dug Mecklenburg-Güstrow ha Magdalene Sibylle Dugez Holstein-Gottorp. He mamm a oa merc'h d'an dug Frederick III von Holstein-Gottorp ha d'an dugez Maria Elisabeth von Sachsen.

E Kerzu 1695 e voe dimezet d'ar priñs Frederik a zeuas da vout roue Danmark e 1699. Dibabet e oa bet gantañ dre ma kave anezhi sioul hag e soñje gantañ ne raje ket trouz dezhañ abalamour d'e vuhez.

Merc'hetaer e oa ar roue ha meur a serc'h en doe. Serc'heg e oa-eñ da Elisabeth Helene von Vieregg a oa dimezell a enor gant e c'hoar, ar briñsez Sophie Hedevig af Danmark. E 1699 e krogas o darempred, er bloaz ma voe roueet Frederik goude marv e dad Christian V.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp bugel o doe. Daou hepken a vevas dreist o bugaleaj pe o c'hrennoad:

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a eure e Kopenhagen ha beziet e voe en Iliz-veur Roskilde.