Louise von Hessen-Kassel (1817-1898)
Neuz
Ur pennad Louise von Hessen-Kassel zo ivez.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Louise von Hessen-Kassel (1817-1898) a oa ur briñsez alaman, deuet da vout rouanez Danmark dre hec'h eured d'ar roue Christian IX.
He zud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa d'al Landgrav Wilhelm von Hessen-Kassel-Rumpenheim (1787–1867) ha d'e bried Louise Charlotte von Dänemark (1789–1864). He mamm a oa merc'h d'ar priñs danat Friedrich (1753–1805) ha d'e bried alaman Sophie Friederike von Mecklenburg (1758–1794). Nizez e oa d'ar roue Christian VIII (1786–1848) ha keniterv d'ar roue Fredrik VII (1808–1863).
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h bugel o doe:
- Frederik VIII (1843−1912), Roue Danmark, dimezet da Louise af Sveden-Norge.
- Alexandra Danmark (1844−1925), dimezet da Edouarzh VII, Roue Breizh-Veur.
- Vilhelm Danmark, deuet da vout Georg Iañ Gres (1845−1913), roue Gres.
- Dagmar Danmark (1847−1928), pried Alexander III Rusia.
- Thyra Danmark (1853−1933), dimezet da Ernst August Dug Cumberland.
- Valdemar Danmark (1858−1939), dimezet da Marie Orleañs.