Louise Mountbatten
Louise Alexandra Marie Irene Mountbatten, pe Louise of Battenberg (13 a viz Gouhere 1889 – 7 a viz Meurzh 1965) a zeuas da vout rouanez kenseurtez Sveden en 1950 hag e chomas betek he marv en 1965. A-raok ma'z eas he fried da roue, evel Gustaf VI Adolf, e oa Priñsez Sveden ha Dugez Skania.
Ganet e oa ar briñsez Louise e Schloss Heiligenberg, Seeheim-Jugenheim, e Dugelezh-veur Hessen. He zad e oa Louis of Battenberg, admiral ar morlu er Rouantelezh-Unanet, hag en devoa dilezet e ditloù alaman e-pad ar brezel-bed kentañ ha saoznekaet e anv e "Mountbatten" war c'houlenn ar roue saoz George V. En eskemm e voe krouet kentañ Markiz Milford Haven (e Kembre). Adal 1917 e veze graet "Lady Louise Mountbatten" eus e verc'h. Louise a oa c'hoar da Louis Mountbatten, 1añ Kont Mountbatten Birmania, moereb e oa da Prince Philip, Duke of Edinburgh, ha nizez da Alexandra Feodorovna Rusia, impalaerez Rusia.