Louise Bourgeois
Rann eus | Salvador Dalí & Louise Bourgeois |
---|---|
Reizh pe jener | plac'h |
Bro ar geodedouriezh | Frañs, Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Louise Bourgeois |
Anv ganedigezh | Louise Joséphine Bourgeois |
Anv-bihan | Louise |
Anv-familh | Bourgeois |
Lesanv | Bourgeois, Louise Joséphine, Goldwater, Louise Bourgeois, Goldwater, Mrs. Robert |
Deiziad ganedigezh | 25 Kzu 1911 |
Lec'h ganedigezh | 6th arrondissement of Paris |
Deiziad ar marv | 31 Mae 2010 |
Lec'h ar marv | Beth Israel Medical Center |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | myocardial infarction |
Lec'h douaridigezh | Cutchogue Cemetery |
Pried | Robert Goldwater |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Tachenn labour | Kizellañ |
Implijer | Brooklyn College |
Bet studier da | Paul Colin |
Lec'h labour | Pariz, New York |
Partner in business or sport | Salvador Dalí |
Perzhiad e | Documenta IX, Medusa, Bijoux et tabous, Jewelry by Contemporary Painters and Sculptors, Documenta 11, Say Hello, Wave Goodbye |
Oberenn heverk | Maman, The Welcoming Hands, Spider |
Diellaouet gant | Archives of American Art |
Luskad | abstract expressionism, feminist art, modernism, surrealism, abject art |
Ezel eus | American Academy of Arts and Letters, American Academy of Arts and Sciences, American Abstract Artists |
Tachenn | kenstrollad, figurative art, arz diheverz |
Niverenn katalog | 257 |
Deskrivet en URL | http://atelier17.christinaweyl.com/artist-biographies/louise-bourgeois/, https://arteforadomuseu.com.br/artistas/louise-josephine-bourgeois/ |
Dileuriet gant | Hauser & Wirth, Xavier Hufkens, Artists Rights Society, Peter Blum Gallery |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | reproduction right represented by CISAC-member, The Easton Foundation, Artists Rights Society |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Teuliad arzour e | Philadelphia Museum of Art Library and Archives, Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library, College for Creative Studies Library |
Louise Joséphine Bourgeois (25 a viz Kerzu 1911 e Pariz - 31 a viz Mae 2010 e New York) a zo un arzourez amerikan a orin gall[1] Louise Bourgeois en em stalias e 1938 e New York goude hec'h eured gant an istorour war an arzoù Robert Goldwater (1907-1973).
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He bugaleaj a gasas Louise Bourgeois e Choisy-le-Roi. Kempenn pallennoù-moger kozh a oa labour he zud, met hervezi ne voe ket levezonet gant o micher. Da zek vloaz koulskoude e krogas da sikour anezho. Pa oa bugel e verzas ivez e oa he noun karedig he zad hag e rae van he mamm nompas gouzout an dra-se, ha merket e voe gant an darvoud-se. E 1932 e tapas kaout he bachelouriezh hag e studias ar matematik er Sorbonne. Goude-se e pellaas diouzh an danvez, dre ma kave dezhi e oa re zamkanel. Neuze e stagas gant studioù arzoù e skol arzoù-kaer Pariz, hag e meur a akademiezh. E-touez he c'helennerien e voe Fernand Léger.
E 1937 e kejas ouzh an istorour war an arzoù Robert Goldwater. Er bloaz goude e timezjont hag en em staljont e New York. Eno eo e kejas ouzh arzourien al luskad dreistrealour, rak lod brasañ anezho o doa ranket tec'hout kuit eus Frañs abalamour d'an Eil Brezel-bed. He diskouezadeg kentañ a voe aozet e 1945.
Hec'h oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Holl hec'h oberennoù kentañ (tresadennoù, livadurioù hag engravadurioù) a voe diazezet war dodennoù evel ar ganadur, ar c'henel hag ar vammelezh. Peurliesañ e save maouezed-ti : bruched savet gant brik, bruskoù stummo diri pe dorioù dezho. Met diazezet eo ivez hec'h oberennoù war arouez ar fallus (an tad), anvet « plac'hig » ganti ha hini ar gevnidenn (ar vamm). Hervez Louise Bourgeois ez eo ar c'hevnid arouez ar mammoù : «rak mignonez wellañ ma mamm a oa ken sperederek, kempenn, poellek, talvoudus, habask ha ken rekis hag ur gevnidenn». Un arouez eus ar pallennoù-moger a veze kempennet gant he mamm e oa ivez (ar gwiad) hag eus kement tra a denne da se : nadozioù, neud.
Er bloavezhioù 1950 e savas delwennoù a denn da dotemoù levn ha kildroennek, diwar levezon al luskad dreistrealour. D'ar mare-se e oa Louise Bourgeois e-kreiz ur pennad hiraezh. Mankout a rae he familh ha he mignoned dezhi ha kregiñ a reas da sevel totemoù koad dezho stummoù tud : un doare da aroueziñ bezañs he mignoned e oa, hag un doare da bareañ war un dro.
E diavaez bed an arzoù e laboure Louise Bourgeois, ha ne voe ket aozet kalz diskouezadegoù eus hec'h oberennoù betek ma vije merzet he labour er bloavezhioù 1970. Neuze e kemmas he labour. Dodennoù he doa dambledet ganti betek-henn (ar grennardiezh, ar reizhelezh, ar familh, ar wregelezh hag an digenvez) a voe kavet stank en hec'h oberennoù. Hag he doare da labourat warno a cheñchas ivez : delwennoù-staliadurioù a savas diwar traoù liesseurt. Un diskouezadeg eus hec'h oberennoù a voe aozet er MoMA e 1982-1983.
En holl hec'h oberennoù e kaver roud eus he zraumaoù dezhi. Disheñvel eo memes tra he labour diouzh ar skeudennadur ger-ha-ger a gaver en oberennoù dreistrealour. Ur skouer arouezius eus ar roud-se eo he delwennoù kevnid.
Hec'h oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- He Disappeared into Complete Silence (1947, adembannet e 2008)
- Cumul I (1969)
- La Destruction du père (1974)
- rummad« Red Rooms » er bloavezhioù 1990
- Precious Liquid (1992), Kreizenn Pompidou
- Spider (1997)
- Maman (2005), rummad delwennoù kevdnid bras-tre a c'haller gwelout en Ottawa, Bilbao, Tokyo, Seoul, Sant Petersbourg, Pariz[2].
Priz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1999 e resevas Louise Bourgeois Leon aour diskouezadeg daouvloaziek Venezia da enoriñ holl hec'h oberenn.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Louise Bourgeois, Marie-Claude Bernadac, Hans Ulrich Obrist : Destruction du père, reconstruction du père. Écrits et entretiens 1923-2000, embannadurioù Daniel Lelong.
- Marie-Claude Bernadac : Louise Bourgeois, embannadurioù Flammarion.
- Mâkhi Xenakis : Louise Bourgeois, l'aveugle guidant l'aveugle, embannadurioù Actes Sud - Galerie Lelong.
- Louise Bourgeois : He Disappeared into Complete Silence, embannadurioù Dilecta, 2008.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Louise Bourgeois" ur film gant Camille Guichard, gant sikour Jerry Gorovoy ha Bernard Marcadé, 52mn, 1993, produet gant Terra Luna Films ha Kreizenn Georges Pompidou. Gwelout http://www.terra-luna.com/
- Etre ar 5 a viz Meurzh hag an 2 a viz Even 2008 e voe aozet un diskouezadeg enni ouzhpenn 200 oberenn (tresadennoù, delwennoù, livadurioù, engravadurioù) gant Louise Bourgeois. Aozet e voe gant Kreizenn Georges Pompidou ha Hate Modern (Londrez). Gwelout : http://www.centrepompidou.fr/[3]
- Marie-Jo Bonnet, "Les femmes artistes dans les avant-gardes", embannadurioù Odile Jacob
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Louise Bourgeois e Palez Tokyo
- Teuliad war www.art-en-jeu.ch
- Teuliad : Louise Bourgeois, diskouezadeg er Greizenn Pompidou, 2008
- Louise Bourgeois e diskouezva Xavier Hufkens
- He Disappeared into Complete Silence, 1947, adembannet e 2008, Paris, embannadurioù Dilecta