Mont d’an endalc’had

Louis Vierne

Eus Wikipedia
Louis Vierne (1870-1937).

Louis Victor Jules Vierne a oa un ograouer gall brudet hag ur sonaozer. Ganet e oa bet d'an 8 a viz Here 1870 e Poitiers, ha marvet d'an 2 a viz Mezheven 1937 e Pariz.

Louis Verne ouzh ograou Iliz Saint-Nicolas du Chardonnet, d'an 8 a viz Kerzu 1927, da genver lid-kinnig e renevezadur.

Mibien d'ar c'hazetenner Henri Vierne e oa Louis Vierne hag e vreur yaouañ René Vierne, anezhañ un ograouer hag ur sonaozer ivez.

Peuzdall abalamour d'ur banne a-ouenn e oa Louis Vierne pa voe ganet. E 1873 e tilojas e diegezh da Bariz, e-lec'h ma voe dizoloet e zonezon dibar evit ar sonerezh gant e eontr, Charles Colin, a zeskas dezhañ seniñ gant ar piano. (D'e zaou vloaz e klevas ar piano evit ar wezh kentañ. Ul luskellerez a voe sonet dezhañ gant ar pianoour ha buan-tre e krogas da dapout notennoù al luskellerez war ar piano.) Oberataet e voe d'e c'hwec'h vloaz hag adkavout a reas un tamm ar gweled : gouest e voe d'en em reterañ en e vuhez pemdez ha da lenn skridoù gant lizherennoù bras, met ne voe ket trawalc'h avat evit heuliañ studioù e-giz ar vugale all.

Adal 1880 en devoe kentelioù piano gant Henri Specht e Pariz. Er bloaz-se ivez ez eas evit ar wezh kentañ da selaou César Franck a oa ograouer en Iliz Sainte Clotilde Pariz. Diwezhatoc'h e reas "diskuliadur" en e eñvorennoù eus ar pezh en doa bevet da neuze. E 1881 e voe degemeret en Ensavadur Pariz evit ar Re Zall (Institut national des jeunes aveugles) e-lec'h ma voe kelennet gant Henri Specht (piano) hag Henri Adam (biolin). Adal 1887 e devoe kentelioù war an ograou gant Louis Lebel, ha gant Adolphe Marty goude marv Lebel daou vloaz goude. Adal 1889 en devoe kentelioù war ar fugenn gant César Franck. E 1890 e voe degemeret e Skol-Sonerezh Pariz ma tarempredas klas ograou Franck. Nebeut goude e varvas César Franck ha kemeret e voe e lec'h gant Charles-Marie Widor. Gantañ eo ec'h echuas e studioù e 1894 gant ur priz kentañ war an ograou hag ar brimaozadenn.

E 1882 e voe anvet Louis Vierne da erlec'hier en Iliz Saint Sulpice Pariz gant e vestr Widor. Goude e briz kentañ war an ograou ez teuas Vierne da vezañ skoazeller Widor er c'hlas ograou e skol-sonerezh Pariz e 1894. E 1892 e savas Vierne e simfonienn gentañ evit an ograou op. 14. Bloaz goude e timezas d'ar ganerez Arlette Taskin, merc'h d'ur c'haner opera-comique, a c'hanas tri bugel dezhañ. Dizimeziñ a reas diouti e 1909 en abeg da zifealded Arlette a zoganas anezhañ gant Charles Mutin, anezhañ ur c'halvez-ograou brudet d'ar c'houlz-se.

E bloavezh 1900 e voe aozet ur genstrivadeg evit envel an ograouer en Iliz Itron Varia Pariz. Mont a reas ar maout gant Louis Vierne a zalc'has ar garg-se betek e varv. En tu-hont da se e labouras evel skoazeller Alexandre Guilmant a voe kelenner war an ograou e Skol-Sonerezh Pariz war-lerc'h Widor. E-giz-se e kelennas kalz a ograouerien vrudet eus ar rummad a zeuas war e lerc'h.

E 1911 e paouezas e garg er Skol-Sonerezh ha dont a reas da gelenner war an ograou en ensavadur sonerezh sakr Schola Cantorum.

Plakenn ouzh an ti en niverenn 37 straed Saint-Ferdinand, e Pariz. Skrivet eo « Louis Vierne, organiste de Notre-Dame de Paris et compositeur, habita cette maison de 1921 jusqu'au jour de sa mort (2 juin 1937). » (Louis Vierne, ograouer Itron-Varia Pariz ha sonaozour, a voe o chom en ti-mañ eus 1921 betek deiz e varv (2 Mezheven 1937))

E 1906 e torras e c'har hag e washaat goude se. Ret e voe da Vierne deskiñ adarre teknik an troadikelloù adal ar penn kentañ. E 1907 e voe lakaet e vuhez en arvar gant an tifuz, ha gant ur glaokom un nebeud bloavezhioù goude, hag a-benn ar fin e teuas da vezañ dall-mik. Daoust da se e troias dre Europa hag ar Stadoù Unanet evit seniñ ha diskouez a reas bezañ ur primaozer dispar. Mervel a reas Vierne e 1937 e doug ur sonadeg ouzh klavier e ograou en Iliz Itron Varia da heul un taol-gwad.

Simfonienn niv. 1 : Gourfenn

Sellet e veze ouzh Vierne evel unan eus ar brimaozerienn sonerezh vrasañ e-touez e rummad. Evel aozadennoù echu, peurlipet emañ an nebeut a brimaozadennoù anezhañ bet gwarezet war enrolladennoù graet gant ar fonografoù kentañ.

Un doare mistr ha naet en doa da skrivañ ar stumm-se a veze douget bri outañ. Pinvidik ez romantel e oa e yezh heson, hep bezañ ken trivliadel hag hini e vestr kentañ César Franck. A-douez re an holl ograouerien c'hall fin de siècle e oa marteze sonerezh Vierne an hini azasañ ouzh ar benveg dilennet gantañ, ha awenet en deus ar pep brasañ eus ar sonaozerien-ograouerien barizian veur a zo deuet war e lerc'h.

Carillon de Westminster.

C'hwec'h simfonienn, "24 fezh faltazi" (en o zouez emañ e bezh brudet "Carillon de Westminster"), ha "24 fezh e stil frank" e-touez labourioù all a zo bet savet gantañ evit an ograou. Meur a oberenn sonerezh kambr (sonadennoù evit biolin ha violoñsel, ur pempad piano hag ur pevarad kerdin da skouer), sonerezh-mouezh ha sonerezh laz-kanañ, hag ur simfonienn e la leiañ evit laz-seniñ a zo bet ivez.

Orgraou solo

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Allegretto op. 1 (aozet e 1894)
  • Verset fugué sur 'In exitu Israel' (aozet e 1894)
  • Prélude funèbre e do leiañ op. 4 (aozet e 1896)
  • Communion op. 8 (aozet e 1900)
  • Simfonienn gentañ e re leiañ, op. 14 (aozet e 1898-1899)
  • Eil Simfonienn e mi leiañ, op. 20 (aozet e 1902)
  • Trede Simfonienn e fa lemm leiañ, op. 28 (aozet e 1911)
  • Messe basse evit ograou pe harmoniom, op. 30 (aozet e 1912)
  • 24 Pièces en style libre evit ograou pe harmoniom, op. 31 (aozet e 1913)
  • Pevare Simfonienn e sol leiañ, op. 32 (aozet e 1914)
  • Kentc'hoari e fa lemm leiañ, hep niverenn opus (aozet e 1914)
  • pempvet Simfonienn e la leiañ, op.47 (aozet e 1923-1924)
  • 24 Pièces de fantaisie :
    • Heuliad Kentañ, op. 51 (aozet e 1926)
    • Eil Heuliad, op. 53 (aozet e 1926)
    • Trede Heuliad, op. 54 (aozet e 1927)
    • Pevare Heuliad, op. 55 (aozet e 1927)
  • Trois improvisations (Notre-Dame-de-Paris, miz Du 1928), treuzskrivet gant Maurice Duruflé (1954) :
    1. Marche épiscopale
    2. Méditation
    3. Cortège
  • Triptyque op. 58 (aozet e 1929-1931) :
    1. Matines
    2. Communion
    3. Stèle pour un enfant défunt
  • C'hwec'hvet Simfonienn e si leiañ, op. 59 (aozet e 1930)
  • Messe basse pour les défunts evit ograou pe harmoniom, op. 62 (aozet e 1934)
  • Deux pièces, op. 7 (aozet e 1895. In Complete Piano Works, Vol. I. Kassel: Bärenreiter, 2010. In preparation):
    1. Impression d'automne
    2. Intermezzo
  • Feuillets d'album, op. 9 (dornskrid kollet) :
    1. Matin d'été
    2. Contemplation
    3. La mer et la nuit
    4. Nuit étoilée
    5. Coup de vent
    6. Le vieux berger
    7. La valse
    8. Dans le bois
    9. Chanson des faucheurs
  • Suite bourguignonne, op. 17 (aozet e 1899. In Complete Piano Works, Vol. I. Kassel: Bärenreiter, 2010. In preparation) :
    1. Aubade
    2. Idylle
    3. Divertissement
    4. Légende bourguignonne
    5. À l'angélus du soir
    6. Danse rustique
    7. Clair de lune
  • Trois nocturnes, op. 34 (aozet e 1916. In Complete Piano Works, Vol. II. Kassel: Bärenreiter, 2009. In preparation)
  • Douze préludes, op. 36 (aozet e 1914-15. In Complete Piano Works, Vol. II. Kassel: Bärenreiter, 2009. In preparation)
  • Poème des cloches funèbres, op. 39 (aozet e 1916) :
    1. Cloches dans le cauchemar (dornskrid kollet)
    2. Le glas (In Complete Piano Works, Vol. III. Kassel: Bärenreiter, 2008)
  • Silhouettes d'enfants, op. 43 (aozet e 1918. In Complete Piano Works, Vol. III. Kassel: Bärenreiter, 2008) :
    1. Valse
    2. Chanson
    3. Divertissement
    4. Barcarolle
    5. Gavotte dans le style ancien
  • Solitude, op. 44 (aozet e 1918. In Complete Piano Works, Vol. III. Kassel: Bärenreiter, 2008) :
    1. Hantise
    2. Nuit blanche
    3. Vision hallucinante
    4. Ronde des revenants
  • Pièce pour piano, op. 49 (aozet e 1922. In Complete Piano Works, Vol. III. Kassel: Bärenreiter, 2008)

Sonerezh kambr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Deux pièces evit biolin alto pe violoñsel ha piano, op. 5 (1894–1895)
    1. Le soir
    2. Légende
  • Largo et Canzonetta evit oboell ha piano, op. 6 (1896)
  • String Quartet, op. 12 (war-dro 1894)
  • Sonadenn evit biolin ha piano, op. 23 (1905–1906)
  • Rhapsodie evit telenn, op. 25 (1909)
  • Sonadenn evit violoñsel ha piano, op. 27 (1910)
  • Pempad evit piano ha kerdin, op. 42 (1917)
  • Soirs étrangers evit violoñsel ha piano, op. 56 (1928)
    1. Grenade
    2. Sur le Léman
    3. Venise
    4. Steppe Canadien
    5. Poisson chinois
  • Quatre poèmes grecs evit soprano ha telenn pe piano, op. 60 (1930)

Oberennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Messe solennelle e do lemm evit kor ha daou ograou, op. 16 (aozet e 1899)
  • Praxinoé evit soloourien, kor ha laz-seniñ, op. 22 (aozet e 1903-1905)
  • Sinfonie e la leiañ evit laz-seniñ, op. 24 (aozet e 1907-1908)
  • Psyché evit soprano ha laz-seniñ, op. 33 (aozet e 1914)
  • Les djinns evit soprano ha laz-seniñ, op. 35 (aozet e 1912)
  • Éros evit soprano ha laz-seniñ, op. 37 (aozet e 1916)
  • Spleens et détresses evit soprano ha piano pe laz-seniñ, op. 38 (aozet e 1916)
  • Dal vertice evit tenor ha laz-seniñ, op. 41 (aozet e 1917)
  • Poème evit piano ha laz-seniñ, op. 50 (aozet e 1925)
  • La ballade du désespéré evit tenor ha piano pe laz-seniñ, op. 61 (aozet e 1931)
  • Pièce symphonique evit ograou ha laz-seniñ
  • Sonennoù diwar barzhonegoù gant Paul Verlaine, Charles Baudelaire ha re all

Pladennrolladur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Louis Vierne: Lieder: Rachel Santesso, Sopran; Roger Vignoles, Klavier; Andrew Reid, Orgel; Hugh Webb, Harfe. (Deux-Elles)
  • Louis Vierne: Klavierquintett op. 42: Stephen Coombs, Klavier; Chilingirian Quartet. (Hyperion)
  • Orgelsinfonien Nr. 1-6: Martin Jean, Orgel. (Loft Recordings)
  • Orgelsinfonien Nr. 1-6: David Sanger, Orgel. (Meridian Records)
  • Louis Vierne: Sämtliche Orgelwerke: Christine Kamp, Orgel. (Festivo).
  • Louis Vierne: Sämtliche Orgelwerke: Pierre Cochereau & George C. Baker, Orgel. (Solstice). 7 CDs.
  • Louis Vierne: Sämtliche Orgelwerke: Ben van Oosten, Orgel. (MDG). 8 CDs.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bernard Gavoty: Louis Vierne. La vie et l'œuvre. Paris: Buchet/Chastel, 1943.
  • Markus F. Hollingshaus: Die Orgelwerke von Louis Vierne. Köln: Dohr, 2005. ISBN 3-936655-25-1.
  • Louis Vierne: Mes souvenirs, Paris 1934-1937.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skridoù-sonerezh digoust

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]