Louarn Brazil
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Carnivora | ||
| Kerentiad : | Canidae | ||
| Genad : | Pseudalopex | ||
| Anv skiantel | |||
| Pseudalopex vetulus Lund, 1842, 1758 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Louarn Brazil (Pseudalopex vetulus) a zo ur bronneg bihan heñvel a-walc'h ouzh ul louarn hag a vev e Brazil. Er Cerrado e vez kavet dreist-holl, met en ekosistemoù etre e c'hell bevañ ivez.
Doareoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un aneval moan eo louarn Brazil, gant ur vojell verr ha begek. Gris eo lodenn grec'h e gorf tra m'eo louet-gell e gof. Pouezañ a ra etre 2.7 ha 4 kg ha muzuliañ a ra etre 58 ha 64 cm. Un aneval deiz eo.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un hollzebrer eo louarn Brazil met en em vagañ a ra gant anevaled bihan hag amprevaned dreist-holl. En em ouennañ a ra da vare an diskar-amzer. Etre 2 ha 4 menn o deus ar parezed.