Mont d’an endalc’had

Loreta Janeta Velázquez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Loreta Velazquez)
Loreta Janeta Velázquez : a-gleiz evel an ofiser "Lieutenant Harry T. Buford", hag en maouez a-zehoù (1876)

Loreta Janeta Velázquez (26 a viz Even 18421923) a oa ur spierez stadunanat, marteze a orin kuban, hag a gemeras perzh, gwisket evel ur gwaz, e Brezel diabarzh ar Stadoù-Unanet. E 1861 eo ez eas da soudard, goude marv he fried. Stourm a reas en emgannoù Bull Run, Ball's Bluff ha Fort Donelson.

Kaset e voe kuit eus an arme pa voe diskoachet ar wirionez diwar-benn he reizh en Orleañs Nevez. Adarre ez eas d'an arme, ha stourm a reas en Emgann Shiloh (6 ha 7 a viz Ebrel 1862), ken na voe divasklet adarre. Neuze e kinnigas bezañ spierez.

Embannet he deus ul levr e 1876. Er ger degemer, Velázquez a embann he deus skrivet al levr da gentañ holl evit rastellañ arc'hant evit desevel he babig.

Gwirvooud he istor a zo bet burutellet kreñv kerkent embannet al levr. Hiziv-an-deiz c'hoazh e vez douetañs gant an istorourien. Evit lod eo ijinet holl evit lod all munudoù 'zo en destenn hag a vefe bet diaes da ijinañ.

Nebeut amzer goude an embann ar jeneral Kengevreet Jubal Early en devoa disklêriet kreñv e oa un ijinadenn [1].

Adwelouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Here 2016, William C. Davis en doa embannet ur levr-buhez eus Velázquez anvet Inventing Loreta Velásquez: Confederate Soldier Impersonator, Media Celebrity, and Con Artist. Implijet en deus kazetennoù, dielloù evit sevel un enklask hag embann a ra eo un ijinadenn holl he istor.

Davis a embann ne oa ket Velázquez ur Gubanez nag ur soudard kengevreet. En gwirionez e vefe bet ur c'hast laer. Ganet e vije en New York, ha marteze ivez ur c'hwib hag ur c'hwep. Velázquez he devoa implijet kalz lesanvioù ha diaes eo gouzout pegoulz ha pelec'h e oa ganet... Dibosubl eo betek-henn gouzout piv a oa he familh na peseurt orinoù gouennel he devoa. Hervezañ ar vaouez hag a oa Velázquez a oa bet toullbac'het evit laeroñsi ha torfedoù bihan, ijinet he devoa istorioù en ur implij he skiant-prenet desket pa oa hi o labourat evel gast. Labour Davisa zo unan enebet ouzh Velázquez met ouzhpenn-se e tegas douetañs war an istorioù maouezed bet o stourm e-kerzh ar Brezel diabarzh. Davis a zo deuet a-benn memestra da gavout un deiziad hag al lec'h marv evit Loretta J. Beard d'ar 26 a viz Genver 1923, en Ospital Santez Elizabet (unan evit ar re sot), e Washington.

El lodenn ziwezhañ eus al levr Davis a ersav a-enep implij Velazquez gant stoumerien politikel benelourien pe hispanek kement ha gant al lennegezh postmodern. An holl anezho a implij an dudenn evit difenn o mennozhioù padal ne ouier ket tamm ebet ar gwirvoud pe get a-dreñv he istor.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) L. J. Velázquez (1876) : A Narrative of the Exploits, Adventures, and Travels of Madame Loreta Janeta Velazquez, Otherwise Known as Lieutenant Harry T. ... of Her Perilous Performances as a Spy. CreateSpace Independent Publishing Platform, 2010 (ISBN 978-1-4537-2687-7)

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Aleman, Jesse (2003). Authenticity, Autobiography, and Identity: the Woman in Battle as a Civil War Narrative. Madison: University of Wisconsin Press. pp. ix–x. ISBN 0299194205.