Lontegezh
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Al lontegezh, unan ag ar seizh pec'hed kapital hervez an Iliz katolik, eo ar c'hoant da zebriñ, da evañ, da lonkañ muiañ ma c'haller.
Dizemglev a vez a-wechoù diwar-benn ar ger, ha mesket e vez alies lontegezh ha lipouzerezh.
Dont a ra ar mesk-se eus ar fae a veze graet war plijadurioù ar c'horf gant an Iliz.
A-hend-all, gant kondaonidigezh al lontegezh e veze an Iliz o c'hoari evel diwallerez ar gevredigezh hag an urzh vat, lakaet en arvar gant al lonkerien dreist-holl.
Vertuz enebet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar vertuz enebet eo an dilontegezh.