Mont d’an endalc’had

Loeiz III an Dall

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Loeiz an Dall, ganet en Autun (Saône-et-Loire hiriv) war-dro 880 pe 883, ha marvet d'an 28 a viz Mezheven 928 e Vienne (Isère hiriv), a voe roue Provañs adalek 887, roue Italia adalek 900, hag Impalaer Santel evel Loeiz III, etre 901 ha 905.

Mab e oa da Boson V, roue Provañs (marvet en 887), ha da Ermengard, ur verc'h da Loeiz II, Impalaer ar C'hornôg.

Roue Provañs hag Impalaer ar C'hornôg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-lerc'h marv e dad Boson, e miz Genver 887, e voe anvet da roue Provañs (eus 887 betek 928), met bihanik e oa, hag e vamm an hini eo a renas da c'hortoz, gant skoazell Richarzh II Bourgogne, lesanvet Richarzh ar Justisour, breur d'he fried Voson. En miz Mae 887 e kasas Ermengard he mab da gaout an impalaer Karl III, ha n'en doa bugel ebet, abalamour dezhañ da advabañ Loeiz. En miz Mae 889 ez eas-hi da gaout Arnulf Karintia, dug Karintia a oa bet anvet da roue Germania, d'ober he le dezhañ. En 890, e Valence, e voe dilennet Loeiz, gant kuzul an eskibien ha priñsed, da roue Arle, roue Provañs, ha roue Bourgogn. En 894 ez eas ar roue Loeiz da ober e le a feladed d'ar roue Arnulf Germania. En 896 e stourmas ouzh ar Sarazined a oa oc'h ober freuz ha reuz e Provañs.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]