Loch Cairlinn

Eus Wikipedia
Loch Cairlinn, gant ar Beanna Boirche en diabell

Loch Cairlinn zo ur vorlenn e biz Iwerzhon, etre kontelezh An Dún en hanternoz ha kontelezh Lú er c'hreisteiz. En em deurel a ra an Rí (Newry River) ha kanol An tIúr e goueled al loc'h-se, tra m'eo digor war ar mor e tu ar mervent. Ur seurt fjord eo Loch Cairlinn, evel Loch Súilí hag An Caoláire Rua.

E tu an hanternoz emañ kêrioù An Phointe ha Ros Treabhair, e-harz menezioù ar Beanna Boirche. E tu ar c'hreisteiz emañ kêrioù Ó Méith, Cairlinn hag An Grianfort e-harz menezioù all, Sléibhte Cuailgne, e kontelezh Lú.

Dont a ra an anv saoznek Carlingford diwar an anv norsek Kerlingfjǫrðr. En iwerzhoneg e oa anvet gwechall Cuan Snámh-Aighneach, Snámh-Aighneach pe Cuan Cairlinne.