Lobsang Rampa

Eus Wikipedia

Tuesday Lobsang Rampa a oa anv-pluenn Cyril Hoskins bet ganet e Plympton (Bro-Saoz). Mervel a reas e 1981. Hervezañ e oa Lobsang rampa anv spered ul lama tibetek a oa deuet da chom en e gorf-eñ. Ar rak-anv Tuesday ("Dimeurzh") a deu diwar anv an devezh ma oa bet kemeret korf Hoskins gant al lama-se.

Cyril Hoskins (Lobsang Rampa) gwisket evel ul lama

Skrivañ a reas meur a levr a-hed e vuhez o kontañ e yaouankiz e Tibet hag ar skiant en doa prenet eno. Deuet e oa da vezañ brudet-tre hag an darn vrasañ eus an dud a grede ennañ ne ouient ket e oa e gwirionez un den eus Bro-Saoz ha ne oa ket bet e Tibet biskoazh. Embannet e oa bet e levr kentañ, hag ivez an hini brudetañ, The Third Eye ("An trede lagad") e 1956. War-lerc'h eo bet diskwelet e oa faos an traoù kontet gantañ el levr-se, met daoust da se e kendalc'he -- hag e kendalc'h c'hoazh -- tud da grediñ ha da fiziout ennañ.

Gwech-ha-gwech-all e sav tud a-enep al levrioù-se a zo kaoz enne eus speredelezh Tibet ha doare boudaegezh ar vro-se hep ma vefe skrivet sklaer warne ez eo faltazi ha faos ar pezh a zo kontet enne.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]