Loïc Guillon

Eus Wikipedia

Loïc Guillon a zo ur c'hoarier mell-droad ganet d'an 11 a viz Genver 1982 e Limoges. Difenner kleizour eo (1,86m evit 80kg), c'hoari a ra hiziv an deiz en FK Naoned gant an niver 24. Kentañ krogad e Ligue 1: Sochaux-Naoned (2-1), d'an 2 a viz Eost 2003. E-kerzh ar bloavezh 2004-2005, e c'hoari e-kreiz an difenn, pa oa aet kuit Mario Yepes, Nicolas Gillet ha Sylvain Armand. Evit ar bloavezh 2005-2006 eo bet dre ziouer unan eus an difennerien implijet ar muiañ gant e vignon Pascal Delhommeau. Kemer a ra brec'henn ar c'habiten Mickael Landreau aet da c'hoari er PSG, evit ar bloavezh 2006-2007. Kabiten e vo un nebeud mizioù nemetken betek ma skarzhfe e c'hourdoner Serj an Dized. Georges Eo, ar c'hourdoner nevez, a ziviz lakaat Alioum Saidou ha goude Mauro Cetto evit bezañ kabiten ar skipaih. E wazour a zo Pape Diouf.

Red-micherel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Araok 1998 rakstummadur er PSG
  • 1998-1999 degouezout a ra en FK Naoned
  • 2003 kentañ krogad a-vicher gant an FK Naoned

Roll loreidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Statistikoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 104 krogad (2 pal) e L1 ha 8 pal a-enep e skipailh.
  • 4 krogad e L2
  • 82 krogad (6 pal) e CFA ha 4 pal a-enep e skipailh.

Paouezet an 23 a viz Eost 2007