Mont d’an endalc’had

Llwyd ap Iwan

Eus Wikipedia

Llwyd ap Iwan, pe Lewis Jones, a oa ur C'hembread (marvet d'an 29 a viz Du 1909 hag un den a bouez en istor y Wladfa gembraek e Patagonia.

Mab e oa da Michael D. Jones, unan eus ar re a empentas krouiñ ar Wladfa. Dont a reas da Batagonia e 1886 evel mekaniker war hent-houarn Chubut, a oad oc'h ober etre Y Wladfa ha Puerto Madryn.

Etre 1893–1894, etre 1894–1895 hag e 1897, e reas beajoù da glask kornioù er vro ma ne oa bet den gwenn ebet a-raok, gant heñcherien eus ar bobl Tehuelche.

E beg an XXvet kantved ez eas Llwyd ap Iwan hag e diegezh da chom d'al lec'h anvet Cwm Hyfryd (anvet goude Colonia 16 de octubre).

Ober a rae war-dro skourr Arroyo Pescado ar gompagnunezh Compañía Mercantil del Chubut, war-dro 30 km eus Esquel. D'an 29 a viz Du 1909 e voe lazhet Llwyd ap Iwan gant daou forban stadunanat, Wilson hag Evans, a glaske laerezh e arc'hant.

Oberourien zo o deus bet skrivet e oa bet lazhet gant Butch Cassidy hag ar Sundance Kid met lazhet e oant bet e Bolivia a-raok ar poent-se.