Lizherenneg Franklin
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Lizherenneg fonetek Benjamin Franklin a voe unan eus ar c'hinnigoù kentañ evit nevesaat skritur ar saozneg. Savet e voe gant ar skiantour stadunanat Benjamin Franklin (1706–1790) e 1779.
Diazezet war al lizherenneg latin e oa, evel hini ar saozneg, nemet e kinnige dilemel al lizherennoù c, j, q, w, x ha y hag ouzhpennañ re nevez evit aroueziñ ar Vogalenn damzigor a-dreñv ront [ɔ], ar vogalenn beuzdigor greiz plaen [ɐ] hag ar c'hensonennoù /sh/ [ʃ], /ng/ [ŋ], /th/ [θ] ha /th/ [ð].
An arouez [ŋ] a voe miret evit ar fonem /ng/ el lizherenneg fonetek etrebroadel (LFE).
- • Lizherenneg nevez bet kinniget gant Benjamin Franklin, 26 lizherenn enni. [1]
|
|
|
- • Fonemoù all ar saozneg
|
|
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) Skridoù B. F. a-zivout e lizherenneg. Kavet : 19/08/2020.
- (en) Omniglot. Kavet : 19/08/2020.
- (en) Smithsonian Magazine, 10 Mae 2013. Kavet : 19/08/2020.
- (en) Benjamin Franklin hag Albert Henry Smyth, "A Scheme for a new alphabet", The writings of Benjamin Franklin, levr. 5, New York, The MacMillan Company, 1906, 169‒177 p. (lenn war internet)
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Franklin, Benjamin : A Reformed Mode of Spelling, e Political, Miscellaneous, and Philosophical Pieces, pp. 467-478, London, 1779.
- ↑ Heñvel ouzh f, hogen arveret e dibenn ur ger hepken.
- ↑ Ha [z] a-wechoù e dibenn ur ger.