Lizeri Breuriez ar Feiz
Lizeri Breuriez ar Feiz[1] zo ur gelaouenn gatolik vrezhonek zo bet embannet etre 1844 ha 1995.
Savet e voe gant eskop Kemper, an aotrou Joseph-Marie Graveran, e 1844. Lenn a raed enni skridoù, troet diwar ar galleg pe savet war-eeun e brezhoneg, a gonte buhez ar visionerien a Vreizh dre ar bed. Displeget e veze neuze, e brezhoneg, doareoù ar broioù pell, stad ha kustumoù an dud enno ha labour ar visionerien-se.
Bez' e voe Lizeri Breuriez ar Feiz unan eus ar c'helaouennoù brezhonek kentañ a zegemeras doare-skrivañ ar Gonideg, dindan levezon an aotrou beleg Yann-Wilhoù Herri. Diaes eo gouzout piv eo bet kenlabourerien al Lizeri-se, dre ma oa dizanv ar skridoù hag an troidigezhioù peurvuiañ, met en o zouez e voe Kervarker, Troude, Gabriel Morvan pe, nevesoc'h zo, Visant Fave.
En XIXvet kantved e veze embannet ar gelaouenn bep miz, war ar diwezhadoù ne veze embannet nemet bep tri miz. Lennet e veze al Lizeri gant miliadoù a vrezhonegerien gwechall, rak pa oa bet savet e oa diazezet wan an « dizenezoù », da lavaret eo e tremene pep skouerenn a zorn da zorn e dek familh. Evel-se e c'halle Kervarker skrivañ e 1847 e veze lennet ar 500 skouerenn a veze moullet eus al Lizeriou gant 20 000 lenner[2]. [3] E 1947 e veze moullet 12000 skouerenn anezho[4]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Meur a stumm zo bet gant an titl, a-hed ar bloavezhioù : Lizeriou Breuriez ar Feiz, Liziri Breuriez ar Feiz, Lizeri Breuriez ar Feiz.
- ↑ Bleun Brug niv. 202, pp. 8-9, pennad gant Visant Fave.
- ↑ Lizeri Breuriez ar Feiz, niv. 531 bis, 1947, gant meur a bennad diwar-benn istor kant vloaz kentañ ar gelaouenn.
- ↑ Lizeri Breuriez ar Feiz, niv. 531 bis, 1947, p. 2.