Mont d’an endalc’had

Liutberga

Eus Wikipedia

Liutberga Lombardia (?-?), a oa ur briñsez lombard en VIIIvet kantved. Merc'h e oa d'ar roue Dider Lombardia hag Ansa, ha c'hoar da z-Desiderata. Dimeziñ a reas da Tassilon III, dug Bavaria, un tamm a-raok 770, da gadarnaat emglev kozh Lombardia ha Bavaria. Meur a vugel o doe.

Dimezet e oa he c'hoar Desiderata gant Karl Veur. Kaset e voe kuit un deiz gant he fried, ma savas droug e Liutberga. Sevel a reas Dider a-enep d'e vab-kaer, hag aloubet e voe Lombardia gant armeoù Karl, faezhet Dider, distrujet rouantelezh al Lombarded, ha bac'het he zud.

Ton a roas d'he fried d'en em sevel a-enep d'e genderv Karl Veur neuze. Fall e troas an afer. Pa glevas Karl e oa bet Tassilo oc'h iriennaén dre guzh gant an Avared, enebourien touet ar Franked, e voe harzet an dug, barnet ha kondaonet d'ar marv. A-benn ar fin e voe lamet e zouaroù digant Tassilon. Touzet e voe e benn, ha pennoù e dud, bugale, gwreg hag all, ha serret an holl e manatioù hervez boaz Karl Veur.

┌─ X
┌─ Dider Lombardia (756-† war-lerc'h 774), dug Toskana, roue al Lombarded (-774). 
│ └─ X
│
Gerberga Lombardia 
| 
Liutberga Lombardia
|
Desiderata Lombardia
│
│ ┌─ X
└─ Ansa (?-?). 
└─ X
Liutberga Lombardia
dimezet da Tassilon III , dug Bavaria (cf. Agilolfing)

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ivez

*Troet diwar ar wikipedia saoznek.