Literatura de cordel
Al literatura de cordel (portugaleg evit "lennegezh fisel") zo un doare barzhoniezh poblek a oa dre gomz a orin kent bout moullet war baper marc'had-mat ha lakaet war ziskouez a-ispilh ouzh ur fiselenn, a-gaieradoù 8, 16 pe 32 bajennad d'ar muiañ peurliesañ.
Dont a ra eus lennegezh dre gomz troubadoured ar Grennamzer, a zeue da ganañ er marc'hallac'hioù sonennoù diwar-benn brezelourien, priñsezed ha darvoudoù skrijus ar vro.
Adalek 1450 ha deroù marevezh ar moullañ e voe moullet al lennegezh-se war follennoù anvet folhetos e Portugal, ma vezer kustum da ispilhañ paper. E Brazil e vleunias en XIXvet kantved. Prennengravadurioù a vez war ar golo, hag en deroù e vezent graet gant ar varzhed o-unan war a lavarer.
Klotañ a ra an doare gant al lennegezh war follennoù-nij, anavezet e Breizh en hevelep kantved ha betek deroù an XXvet kantved.
Brazil
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn literatura de cordel e reer cordel end-eeun, literatura popular em verso ("lennegezh poblek e gwerzennoù") ha folheto ivez eus an doare e Brazil ; e gwerzennoù e vez eno peurliesañ, pa vez kentoc'h e komz-plaen e Portugal.
Bev eo c'hoazh al literatura de cordel e Brazil, en Nordeste ha dreist-holl e stadoù Ceará, Paraíba ha Pernambuco. Alies ne oar ket lenn an oberourien folhetos, ar re goshañ bepred : sevel a reont o skrid en o fenn ha reiñ da dreuzskrivañ d'un den all. War un dro int sonsaverien (met adimplijout a reont ar memes tonioù aliezik) ha primganerien ; gwerzhañ a reont o folhetos er foarioù ivez.
An oberourien, anvet cordelistas, a lavar c'hwec'h, eizh pe dek gwerzenn hogos war gan, ouzh son ar violin pe ar gitar alies, pe a lenn en un doare meurdezus da sachañ evezh ar brenerien.
E 1988 eo bet savet an Academia Brasileira de Literatura de Cordel, annezet e Rio de Janeiro.
Danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h dodenn a vez el literatura de cordel dre vras :
- marvailhoù, enne priñsed hag erevent, boudiged ha burzhudoù a-leizh ;
- harozed hag harozezed ;
- danvez goapaus
- karantez
- danvez relijiel
- keleier
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pajada
- Rouxinol do Rinaré (1966 - )
- Patativa do Assaré (1909 — 2002).