Lisa Guez
Neuz
Lisa Guez
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Lisa |
Anv-familh | Guez |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | leurenner, dramaour, kelenner-klasker |
Lec'hienn ofisiel | http://www.justeavantlacompagnie.com/ |
Lisa Guez, bet ganet d'ar 7 a viz Gouhere 1988 e Bro-C'hall, zo ul leurennerez, un dramaourez hag ur gelennerez-enklaskerez c'hoariva.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En ur heuliañ kentelioù c'hoariva e Skol-veur Paris-Nanterre, Lisa Guez he devoa savet ur strollad c'hoariva anvet Juste avant la Compagnie pa oa-hi oadet a 20 vloaz. Kendalc'het he devoa gant he studi en École normale supérieure (Ulm), ha diplomet e oa bet e 2014.
Bloavezhioù 2020
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn leurenniñ c'hoariva, Lisa Guez a ro ivez kentelioù e Skol-veur Lille 3[1] ha labourat a ra war un dezenn anvet Mises en scène contemporaines de la Terreur révolutionnaire renet gant Martial Poirson. Sikour a ra ivez tud yaouank e kreizennoù bredvezegel.
Kemmesket eo an obererezhioù-se, reoù ar skol-veur ha reoù al leurenniñ.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2020 – Juste avant la compagnie : Les Femmes de Barbe-Bleue, embannet gant L’Œil du Prince (ISBN 978-2-35105-184-9)
- 2022 – Lisa Guez : Celui qui s'en alla, embannet gant L’Œil du Prince {{ISBN|978-2-35105-184-9|978-2-35105-207-5]])
- 2023 – Lisa Guez & al. : Désobéir suivi de La tendresse, embannet gant L’Œil du Prince (ISBN 978-2-35105-208-2)
- 2024 – Lisa Guez : Loin dans la mer, embannet gant L’Œil du Prince (ISBN 978-2-35105-219-8)
Aktourez filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2000 – Drôle de Félix ; roll : ar plac'h vihan[2]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ [https://www.compagnie1331.com/lisa-guez Compagnie 13/31
- ↑ Pyramide Productions