Lima (stêr)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar stêr Lima e-kichen Ponte de Lima.

Ar stêr Lima (Rio Lima e portugaleg, Río Limia e galizeg hag e spagnoleg) zo ur stêr a red e Galiza (Spagn) hag e Portugal, a-hed 108 km.

Eieniñ a ra e menez Talariño (pe Talarinho), e 975 m uhelder a-us live ar mor, e kumun Sarreaus, e proviñs Ourense. Redek a ra a-hed 41 km e Galiza a-raok en em gavout e Portugal, tremen hebiou Ponte de Lima hag en em deurel er mor e-kichen Viana do Castelo.