Libération (kazetenn)

| Deiziad krouiñ | 18 Ebr 1973 |
|---|---|
| Anv berr | Libé |
| Titl | Libération |
| Den heverk | Laurent Joffrin, Johan Hufnagel |
| Diazezer | Jean-Paul Sartre, Serge July, Philippe Gavi, Bernard Lallement |
| Stad | Frañs |
| Luskad politikel | kleiz-kreiz |
| Ideologiezh politikel | sokial-demokratelezh |
| Perc'hennet gant | Bruno Ledoux, SFR Presse |
| Aozadur mamm | SFR Presse |
| Perc'henn war | Portrait de Libération |
| Sez sokial | Pariz |
| Embanner | Dov Alfon |
| Bro orin | Frañs |
| Yezh an oberenn pe an anv | galleg |
| Deiziad kregiñ | 18 Ebr 1973 |
| Stumm ar gazetenn | compact |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.liberation.fr/ |
| Source of income | subscription, Bruderezh, subsidy |
| Editor-in-chief | Dov Alfon |
Libération zo ur gazetenn bemdeziek c'hallek embannet e Pariz abaoe 1973. Savet eo bet gant Jean-Paul Sartre ha Maurice Clavel, hag embannet evit ar wech kentañ d'an 18 a viz Ebrel 1973 o adkemer anv ur gazetenn all a oa bet krouet e 1927 gant an anarkour Jules Vignes. An anv a oa bet implijet ivez gant unan eus kazetennoù Résistance renet gant Emmanuel d'Astier de La Vigerie.
Ar gazetenn a zo unan eus tu kleiz pellañ pa grog an embann, goude-se e vez Libération o vont etrezek an tu kleiz sokial-demokratel e fin ar bloavezhioù 1970 goude dilez Jean-Paul Sartre e 1974. E 1978, ar gazetenn n'eo ket mui Maoour : Serge July a ziskriv ar gazetenn evel « Frankizour-anarkour ». E 2002, linenn soñj ar gazetenn a zo er c'hreizh a-gleiz pe kleiz sokial-demokratel. Darn al lennerien a zo eus an tu kleiz. E 2020, hervez Dov Alfon, ar rener nevez, Libé a zo « ur gazetenn frankizour eus an tu kleiz »

Embannadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1999 ha 2019 eo tremenet an niver a c'hazetennoù prenet eus 169 427 da 71 450 e 2019.
Tabutoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a dabut a zo tro-dro d'ar gazetenn Libération. Difennerezh ar pedofiliezh Aferioù : Versailles, Dugué ha Flip Fnac E 2014, ul levr gant Anne-Claude Ambroise-Rendu, istorourezh arbennik war ar pedofiliezh, ar justis hag an torfedoù, he devoa diskouezet penaos e oa bet ar gazetenn o tifenn ar bedofiliezh hag o reiñ an tu da bedofiled 'zo da embann o soñjoù e fin ar bloavezhioù 1970. Embannet e oa bet tresadennoù pedopornografek d'ar 5 a viz Du 1978 gant ar strollad Bazooka, ur fellasion gant ur bugel d'un den gour, a oa bet enlakaet er pajennoù kelaouiñ « Taules ».