Liam Cosgrave
Liam Cosgrave, pe Liam Mac Cosgair en iwerzhoneg (13 Ebrel 1920 – 4 Here 2017) a oa ur politiker iwerzhonat eus ar gostezenn Fine Gael. Taoiseach (kentañ ministr) e voe eus 1973 betek 1977, penn ar strollad Fine Gael eus 1965 da 1977, ministr an Aferioù estren eus 1954 da 1957. Teachta Dála (kannad) e voe eus 1943 da 1981.
Ganet e voe Liam Cosgrave e Caisleán Cnucha, e Dulenn, mab da William T. Cosgrave, hag a voe prezidant kentañ Stad Dieub Iwerzhon er bloavezhioù 1920. Studioù gwir a reas hag ober politikerezh da c'houde. Dilennet e voe da gannad e Dáil Éireann e 1943 ; neuze e oa en tu-enep asambles gant e dad. E 1948 e voe savet ur gouarnamant emglev etre an div gostezenn vras, Fine Gael ha Fianna Fáil hag anvet e voe Liam Cosgrave da sekretour-stad e-kichen an Taoiseach John A. Costello. E 1954 e voe anvet da vinistr an Aferioù estren. D'ar mare-se eo ez eas Iwerzhon e-barzh Aozadur ar Broadoù Unanet. E 1965 e voe dilennet Liam Cosgrave e penn ar gostezenn Fine Gael. Faezhet e voe ar strollad-se e dilennadeg 1969, met trec'h e voe en hini 1973. Neuze e teuas Liam Cosgrave da vezañ Taoiseach, e penn ur gouarnamant emglev etre Fine Gael ha Strollad al Labour.
Mervel a reas kozh-mat, da 97 vloaz, d'ar 4 a viz Here 2017[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Liam Cosgrave, former taoiseach and Fine Gael leader, dies aged 97", The Irish Times.