Liñsel

Eus Wikipedia
Liñselioù pleget
Liñselioù war ur gwele.

Ul liñsel zo ur pezh danvez hirgarrezek hag a vez lakaet da c'holeiñ matarasenn ur gwele. Ul liñsel all a vez lakaet war-benn, ha kousket a ra an dud etre an div liñsel-se, gant ur pallenn ouzhpenn war-benn.

Gwechall e veze graet al liñselioù e lin e ti ar re binvidik, e kanab e ti ar re baour. Hiziv e vezont peurliesañ e kotoñs.

XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe deroù ar c'hantved e vez graet gant liñselioù polipropilen, un danvez marc'hadmatoc'h evit kotoñs hag a vez darc'haouet goude pep implij. Ar re-se ne vezent implijet da gentañ nemet en tachennoù-kampiñ met muioc'h-mui e vezont kavet el letioù izelbriz.