Mont d’an endalc’had

Lezenn Toubon

Eus Wikipedia

Al lezenn niverenn 94-665 eus ar 4 a viz Eost 1994 diwar-benn implij ar galleg [1], anavezetoc'h evel lezenn Toubon, Ministr ar Sevenadur gall d'ar c'houlz-se, a zo ul lezenn c'hall mennet da gadarnaat renk ar galleg er stad c'hall ha d'e wareziñ, abalamour ma vije, eme tud zo, gourdrouzet ar galleg gant ar saozneg.

N'eus lezenn ebet evit gwareziñ ar yezhoù all.

Harpet eo al lezenn Toubon war mellad 2 ar Vonreizh c'hall, kempennet e 1992, hag a embann : « La langue de la République est le français » (Ar galleg a zo yezh ar Republik) .

Danvez al lezenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez al lezenn ez eo gwir pep keodedour gall kaout keloù talvoudus en e yezh nemeti, ar galleg: kement-se a denn d'al lezennoù, d'ar c'hontradoù-labour, d'ar c'hemennoù kenwerzhel.


Tud zo, a-hervez, a rafe « Lezenn Allgood » anezhi, en enor d'ar politikour-se a venne stourm ganti ouzh ar saozneg.

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Patrom:Légifrance