Lezenn Jante
Neuz
Lezenn Jante pe janteloven en daneg (jantelagen e svedeg) zo un hollad dek reolenn-emzalc'h a faltazi krouet gant ar skrivagner danat Aksel Sandemose. Dont a ra an anv-se eus ar romant En flygtning krydser sit spor (Un tec'hour o tispenn e roudoù) en 1933, ma lavar an oberour eo ar reolennoù-se a zo o ren en e gêr c'henidik e Jutland.
Lezenn Jante e broioù Lec'hlenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Danmark : Janteloven
- Norvegia : Janteloven
- Sveden : Jantelagen
- Finland : Janten laki
- Faero : Jantulógin
An 10 reolenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Du skal ikke tro du er noget ! - Arabat dit krediñ out un den spesiel !
- Du skal ikke tro du er lige meget som os ! - Arabat dit krediñ e talvezez kement ha ni !
- Du skal ikke tro du er kloger en os ! - Arabat dit krediñ ez out speredekoc'h egedomp !
- Du skal ikke innbille dig at du er bedre en os ! - Arabat dit soñjal ez out gwelloc'h egedomp !
- Du skal ikke tro du ved mere en os ! - Arabat dit krediñ e ouezez muioc'h egedomp !
- Du skal ikke tro du er mere en os ! - Arabat dit krediñ ez out muioc'h egedomp !
- Du skal ikke tro at du duger til noget ! - Arabat dit krediñ ez out gouest d'ober an disterañ tra !
- Du skal ikke grine af os ! - Arabat dit c'hoarzhin goap ac'hanomp !
- Du skal ikke tro at nogen kan lide dig ! - Arabat dit krediñ e c'hallfes plijout da unan bennak !
- Du skal ikke tro du kan lære os noget ! - Arabat dit krediñ e c'hallez deskiñ un dra bennak dimp !