Levrioù Samuel
Neuz
Levrioù Samuel, pe Shmouel hervez troidigezh An Tour-Tan, (en hebreeg ספר שמואל Sefer Shmouel) zo daou levr eus an Testamant Kozh.
Er Bibl hebreek ne reont nemet ul levr. Rannet int bet en droidigezh c'hresianek a vod anezho gant Levrioù ar Rouaned dindan an titl "Pevar Levr an Renoù". Er Vulgat e kaver "Pevar Levr ar Rouaned".
Anv levrioù Shmouel a zo liammet ouzh an hengoun a rae eus ar Profed Schmouel o aozer.
Kavout a reer pemp lodenn enno : 1) Shmouel (1S, 1-7) ; 2) Shmouel ha Shaoul (1S 8-15) ; 3) Shaoul ha David (1S 16 betek 2S1 ; 4) David (2S 2-20)5) traoù ouzhpenn (2S 21-24). Kendelc'her a ra istor David e Kentañ Levr ar Rouaned betek e varv (1R 2, 1-10)[1].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bible de Jérusalem, Cerf, embannadur 1998, p. 306