Levraoueg Vroadel Alamagn

Eus Wikipedia
Savadur an Deutsche Nationalbibliothek e Leipzig

Levraoueg Vroadel Alamagn, Deutsche Nationalbibliothek (DNB) en alamaneg, zo diazezet e kêrioù Leipzig ha Frankfurt am Main. Enni e kaver war-dro 30,8 milion a bezhioù, levrioù, kelaouennoù hag all[1].

Kemeret he deus lec'h an Deutsche Bücherei, savet e 1912 e Leipzig, a oa neuze kêr bennañ ar moullañ en Alamagn, evit dastum kement oberenn a veze moullet en alamaneg. Abalamour ma voe rannet Alamagn e div Stad e 1945 en em gavas an Deutsche Bücherei en Alamagn ar Reter ha digoret e voe ul levraoueg heñvel en Alamagn ar C'hornôg, e Frankfurt, hag anvet e voe an Deutsche Bibliothek.
Unanet e voe an div pa voe adunanet Alamagn e 1990, gant an anv Die Deutsche Bibliothek ; e 2006 e voe roet dezhi an anv a zo ganti bremañ, Deutsche Nationalbibliothek[2].

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]