Levr Hoshea

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Levr Hoshea a zo unan eus levrioù Profeded an Testamant Kentañ.

Kavout a reer ennañ lavaroù ar profed Hoshea a brezegennas er bloavezhioù 730-750 e Rouantelezh an Norzh (Rouantelezh Israel pe Efraim). Ne gaver el levr meneg ebet eus Jeruzalem ha Sion.

Brudet eo Hoshea evel kelenner un doueoniezh a zeuio da vezañ diorroet goude : hini dimezioù Doue gant e bobl. [1]

Levezonet e vefe bet e breder a-zivout darempredoù Doue gant Israel gant e vuhez personel rak dimezet oa gant ur vaouez difeal war urzh Doue (Ho 1,2). War veno burutellerien zo e vefe arouezel dimeziñ Hoshea ha nann gwirion... Sellet e vez outañ evel profed trugarez, teneridigezh ha madelezh Doue.

Kavet e vez Levr Hoshea er pajennoù 196-205 e troidigezh An Tour-Tan hag er pajennoù 781-789 e troidigezh Gwilh ar C'hoad (1897)


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrennn 3, p 195