Mont d’an endalc’had

Levi Eshkol

Eus Wikipedia
Levi Eshkol

Levi Eshkol (e Hebraeg לֵוִי אֶשְׁכּוֹל, ganet gant anv Levi Shkolnik, לֵוִי שׁקוֹלנִיק;), ganet d'ar 25 a viz Here 1895 ha marvet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1969, a zo bet trede kentañ ministr Israel eus 1963 betek e varv e 1969. Eshkol a zo bet ar ministr kentañ o vervel e-pad e amzeriad maodiern.

Levi Shkolnik a zo bet ganet e kêriadenn Oratov e-kichenn Kiev e Ukraina. E vamm oa o diskenn eus hendadoù C'hasid hag e dad eus ur familh Achkenaz. Levi a resevas un deskadurezh relijiel hengounel. E 1914, e kuitas ar vro evit mont da Balestina hag a oa er mare-mañ en impalaeriezh Otoman, ha dont a reas da vezañ ezel eus ar Jewish Legion (ur skour eus an arme saoz).

E 1951, goude krouidigezh stad Israel, Eshkol a zo bet dilennet er c'hKnesset (ar parlamant israelian) evel ezel ar strollad Mapai. Adalek 1952 e voe ministr al labour douar betek ma vefe staliet da vaodiern an arc'hantañ goude marv ar ministr Eliezer Kaplan. Derc'hel a reas ar c'harg-mañ e pad 12 bloaz. E pad e amzeriad a vaodiern, brud ha pouez Eshkol en e strollad a zo aet war brasaat, betek ma ar c'hentañ ministr David Ben-Gourion a ginnigas anezhañ evel e warlec'hiad. Pa roas Ben-Gourion e zilez, Eshkol a voe dilennet gant e strollad evit mont da vaodiern, ar pezh a zo c'hoarvezet.

Met an darempredoù gant Ben-Gourion a zeas war fallat, ha gwashoc'h eo deuet da vezañ goude afer Lavon (un darvoud c'hoarvezet e Bro-Ejipt stag ouzh taolioù an arme israelian). Ben-Gourion ne deuas ket a-benn da enebiñ ouzh Eshkol, ha lakat a reas ar strollad Mapai d'en em disrannañ a-benn krouiñ ar Rafi (ur strollad politikel a-gleiz eus Strollad al Labour) e miz Even 1965. Met er memes koulz ar Mapai a aozas un unaniezh gant Strollad al Labour, gant Eshkol en he fenn. Ar strollad Rafi a gollas dilennadegoù miz Du 1965. Ha dre-se Eshkol a erruas e penn ar vro gant netra na den ebet ken da enebiñ outañ. Met Ben-Gourion a gendalc'has da zistroadañ Eshkol en ur c'hlask levezoniñ "tadoù ar vro". Ben-Gourion a glaskas diskouez ar c'hentañ ministr evel un den gwan ha hep barregezhioù evit ur c'harg evel e hini ha ket gouest da wellaat renk ha stad Israel.

Ur c'hresk ekonomikel spontus a zo bet e pad kentañ prantad maodiern Eshkol, arouezet mat eo an darvoud-se gant krouidigezh ar sistemoù a bontoù-dour broadel (המוביל הארצי/"HaMovil Ha'Artzi" en hebraeg) e 1964. Eñ hag e vinistr an arc'hantañ Pinchas Sapir's a rankas kemer divizoù evit gorrekat ur mekanik ekonomikel o vont re vuan. Ober a rejont-se dre ur politikerezh a resediñ ekonomikel. Met an dra-se a gasas ur seurt diskar eus an obererezh ekonomikel israelian. Kreizennerezh an ekonomiezh steuñvet israelian a gasas kudennoù er mekanikoù em-reoliata ar gorrekadur an tarzh ekonomikel hag an dra-se a lakas al liveoù uheloc'h eget ar pezh oa gortozet e penn kentañ. Eshkol a rankas labourat da enebiñ ouzh ur c'hresk eus an niver a dud dilabour er vro (12% e 1966). Met marteze ar resediñ-se a sikouras da adsevel ur sistem ekonomikel bresk penn da benn ha da enebiñ ouzh ar c'hudennoù ekonomikel c'hoarvezet gant an eoul-maen etre 1967 ha 1973.

Levi Eshkol a gasas da benn het Ze'ev Jabotinsky, degas a reas e gorf evit ma ve beziet en Israel. Labourat a reas da ziorren darempredoù etrevroadel Israel gant ar bed. Da skouer e krouas darempredoù gant Alamagn ar Reter e 1965, ha liammoù sevenadurel gant an URSS. An Unaniezh Soviedel a aotreas yuzevien rusian da zivroañ war-zu Israel. Eshkol a zo bet ar c'hentañ ministr israelian kentañ o vezañ pedet en ur weladenn ofisiel er Stadoù-Unanet Amerika e miz Mae 1964. E darempred gant ar prezidant Lyndon Johnson a sikouras anezhañ e-pad maread ar brezel c'hwec'h devezh e miz Even 1967.

Met skeudenn ha brud Eshkol a voe gwallgaset a-raok ar brezel c'hwech devezh. E-pad ar maread "gortoz" ar brezel-mañ, gwask c'hoantoù brezelour ar boblañs a vreinas galloud ha uhelder politikel ar c'hentañ ministr. Met nac'h a rae Eshkol kas Israel da vrezeliñ a-enep unaniezh ar broioù arab bodet dindan aotrouniezh Gamal Abdel Nasser. Ur gudenn teknikel e-pad ur brezegenn er skingomz a zistrujas da vat e skeudenn. Adalek ar mare-se, ne voe gwelet Eshkol nemet evel un den divarrek da gas a benn aferioù Israel. Rankout a reas lezel da gostez e sell politikel peoc'h-garour en ur reiñ karg maodiern ar wareziñ broadel da Voshe Dayan. E miz Even 1967 e vrasaas e c'houarnamant o sevel anezhañ war ur patrom a unaniezh broadel hag e c'houlennas e vefe paouezet ar brezel. E Genver 1968 e kemeras perzh e krouadur ar strollad Ma'arakh.

Mervel a reas abalamour d'un droug-kalon d'ar 26 a viz C'hwevrer 1969.