Leukothea
Neuz
(Adkaset eus Leukotea)
Leukothea (Λευκοθέα Leukothea, "an doueez wenn"), a oa un doueez eus ar mor e gwengelouriezh Hellaz.
Dont a ra hec'h anv eus he liv gwenn evel ar fru. Gallout a rae sioulaat ar mor pa veze gwallamzer.
A-raok bezañ doueez e oa ar rouanez Ino. He mab Melikertes ivez a voe lakaet da zoue, hag adanvet Palaimon.
En Odysseia ez a da sikour Odysseüs e-kreiz ar gwallamzer. Homeros a ra καλλίσφυρος Ino-Leukotha "plac'h he daouufern koant" anezhi ; c'hoar e oa da Gadmos, a zo bet maouez hag a gomze yezh an dud hogen bremañ emañ e dour sall ar mor m'he deus bet enor digant daouarn an doueoù.
Ur vaouez, a voe karet gant Apollon, a oa anvet Leukothoe, hag a vez kemmesket a-wechoù gant Leukothea.