Mont d’an endalc’had

Les Grandes Baigneuses (Renoir)

Eus Wikipedia
Les Grandes Baigneuses, gant Pierre-Auguste Renoir.

Les Grandes Baigneuses (Ar C'houronkerezed Bras) a zo un daolenn gant Pierre-Auguste Renoir livet etre 1884 ha 1887.

Kroget e oa gant an daolenn goude distro eus Italia. Awenet e oa gant un delwenn diwar zorn François Girardon (Le Bain des Nymphes (1672), izelvos plom evit ur feunteun eus liorzh kastell Versailhez), met levezonet eo ivez gant oberennoù Dominique Ingres ha murlivadurioù Raffaello en devoa gwelet en Italia. Adal neuze ne livo ket er-maez ken, hag e stago da ziskouez maouezed en o noazh dreist-holl.

Suzanne Valadon, poltredet gant Renoir.

Aline Charigot eo ar veleganez en a-dreñv hag a zimezo da Renoir en 1890. Suzanne Valadon an hini zo en dour, hag a vo mamm da Maurice Utrillo.

A-raok diskouez Les Grandes Baigneuses e labouras Renoir a-hed tri bloaz war an daolenn.

Kenañ e plijas an daolenn da Claude Monet ha Marcel Proust, met degemeret fall e voe a-hend-all gant an arzvarnerien.