Mont d’an endalc’had

Les Compagnons de Baal

Eus Wikipedia
Les Compagnons de Baal
mini-stirad
Tachennthriller Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelgalleg Kemmañ
Deiziad kregiñ29 Gou 1968 Kemmañ
Deiziad echuiñ9 Gwe 1968 Kemmañ
SonaozerHenri Sauguet Kemmañ


Les Compagnons de Baal a zo ur ministirad skinwel moliac'h gallek sevenet gant ar filmaozer Pierre Prévert (1906-1988).

Savet ar senario anezhe gant Jacques Champreux[1] (1930-) e voe skignet ar seizh pennad e gwenn ha du war eil chadenn an ORTF adalek an 29 a viz Gouere betek an 9 a viz Gwengolo 1968. O vezañ ma c'helle darvoudoù 'zo bezañ skrijus evit ar bellarvesterien yaouank e veze diskouezet un hirgarrezennig wenn[2] ouzh ar skramm ha skignet an abadennoù diwezhatoc'h en eil prantad eus an abardaevezh.

Skignet e voe en Italia ivez — I compagni di Baal — adalek an 11 a viz Mezheven 1970.

Ar pennadoù (hanter-kant munutenn padelezh pep hini)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 29 a viz Gouere : Le Secret de Diogène (Sekred Diogenes),
  2. 5 a viz Eost : Les Mystères de l'Île-Saint-Louis (Kevrinoù Enez Saint-Louis),
  3. 12 a viz Eost : Le Spectre rouge (Ar Spes ruz),
  4. 19 a viz Eost : L'Inquiétant Professeur Lomer (An Nec'hus a Gelenner Lomer),
  5. 26 a viz Eost : La Nuit du huit de trèfle (Nozvezh an eizh treflez),
  6. 2 a viz Gwengolo : L'Héritage de Nostradamus (Hêrezh Nostradamus),
  7. 9 a viz Gwengolo : L'Éveil de Liliane (Dihun Liliana).

Klask a ra un aozadur kuzh — Les Compagnons de Baal e anv — astenn e veli war ar bed a-bezh. Renet gant ar gourmestr Hubert de Mauvouloir n'eo ket figus tamm ebet war an doareoù da dizhout e bal (laeroñsioù, muntroù, skrapoù hag all) kousto pe gousto. Talañ a ra daou zen yaouank, ar c'hazetenner Claude Leroy hag ar sekretourez Françoise Cordier, outañ...

Ar gomedianed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un toullad mat a gomedianed a gemeras perzh er stirad, en o zouez :

E-barzh c'hwec'h pennad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh pemp pennad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh pevar fennad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ graet berzh bras o telc'her roll ar c'homiser Ménardier en ur ministirad skinwel all — Belphégor ou le Fantôme du Louvre, miz Meurzh 1965 — e kemeras perzh René Dary (1905-1974) e tri fennad ivez, dilhad ar c'homiser Lefranc en-dro dezhañ ar wech-mañ.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Mab d'ar filmaozer Maurice Champreux (1893-1976) ha mab-bihan d'ar filmaozer Louis Feuillade (1873-1925).
  2. Lakaet e oa bet e pleustr e miz Meurzh 1961 o kregiñ gant ur garrezennig wenn da gentañ-penn.
  3. Muioc'h anavezet dindan e anv-leurenn : Popeck.
  4. Dalc'het e vo ganti roll Danielle Billard e Tatie Danielle (gant Étienne Chatiliez, 1990).