Leptis Magna
Leptis Magna (anvet ivez Lepcis) a oa ur gêr a bouez bras en Afrika an Norzh, da vare ar Fenikianed, republik Kartada, Republik Roma hag an impalaeriezh roman. Kresket e voe kalz dindan ren an impalaer Septimius Severus (193–211), hag a oa genidik anezhi.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Leptis Magna, pe Lepcis Magna (LPQY e fenikianeg ; Νεάπολις pe Neapolis e gregach : « Kêr nevez »), a oa unan eus kêrioù pouezusañ republik Kartada.
Dindan ren Diocletianus, pa oa bet rannet Afrika e 303, ez eas Leptis Magna da gêr-benn ar rannvro nevez Tripolitania.
Dismantroù puilh a gaver e-kichen kêr Al-Khums, war-dro 120 km er reter da Dripoli, e genoù ar stêr Lebda e Libia.
Arkeologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An impalaer Septimius Severus a voe ganet eno d'an 11 a viz Ebrel 146[1].
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C, Éditions Errance, 1994, p. 69 (ISBN 978-2-87772-390-9).