Mont d’an endalc’had

Leor Overenn (Minihi Levenez)

Eus Wikipedia

Leor Overenn, pe Leor an overenn hag ar zakramanchou, a zo ul levr-oferenn klok evit liderezh katolik ar sulioù hag ar gouelioù e brezhoneg, lakeet e brezhoneg gant Kenvreuriez ar Brezoneg ha Minihi Levenez. E skolveurieg eo skrivet ar brezhoneg evel holl embannadurioù Minihi Levenez.

Ennañ e kaver an tri bloavezhiad lennadennoù, ordinal an oferenn hag ar pedennoù-meur, ar gouelioù brasañ, Ispisial Eskopti Kemper ha Leon, oferennoù all, ar sakramantoù. Ti embann Minihi Levenez, 1997, 1435 p., (ISBN 2-908230-08-9)