Leonor Portugal (rouanez Danmark)

Eus Wikipedia

Leonor Portugal (1211-1231) a oa ur briñsez portugalat a zeuas da vezañ Rouanez Danmark.

Leonor Portugal, Rouanez Danmark.

Merc'h e oa da Afonso II (1185-1223), Roue Portugal(1211-1223), ha da Urraca Kastilha (Rouanez Portugal).

Dimeziñ a reas e 1229 da Valdemar III, kenroue Danmark gant e dad Valdemar II (1170-1241). E vamm e oa Marc'harid Bohemia (pe Drahomira ?) (war-dro 1189-1212), eil pried Valdemar II.

Moereb Leonor Portugal, Berengaria Portugal, a oa bet pried kentañ he zad-kaer.